Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Plougerne

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

N'ouzon ket penaos cheñch an dra se met war gartenn Breiz, Plougerne a zo e plas Kemper

Ya, un dra bennak a zo a-dreuz evit poent gant an holl lec'hiadurioù, gwelet Kaozeal:Gwisec'h da skouer.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:12 (UTC)[respont]
En he lec'h reizh emañ Kemper, koulskoude. — Sad Edgar (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:24 (UTC)[respont]
Kenurzhiennoù Lambert a ranker lakaat er patrom : -4.504167 ha 48.607778. Sad Edgar (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:36 (UTC)[respont]
Gwelet en davarn. Trugarez da Drec'hlid mitonet da vezañ reizhet ar gartenn. --Yun (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:37 (UTC)[respont]

Kit da sellet ouzh ar pennad-skrid diwar-benn Priel : 'm eus aon e oa bet diverket an daveennoù lec'hiañ pa oa bet freskaet ha klokaet ar pennad gant Trec'hlid mitonet...--Prieladkozh (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:55 (UTC)[respont]

Prest bepred da gouezhañ war ma chouk diouzhtu, neketa? Ne oa ket mat ken sistem kozh an daveennoù lec'hiañ a oa war ar bajenn a-raok na oan tremenet, ha graet em boa hervez an erbedadennoù degaset gant Yun [1] a roe da c'houzout e oa diezhomm menegiñ an hedred hag al ledred, ha mont a rae mat an traoù evit an holl gumunioù betek an 01.05.2014 ha cheñchamant Wikidata evel m'eo bet displeget en davarn, amañ: Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19, bloaz 2014!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2014 da 09:12 (UTC)[respont]
Evel ma rit ingal, ho Meurded, evel ma rit, siwazh :-) ! Ar pezh a brou e c'hall n'eus forzh piv faziañ hag ez eo gwell d'an den bezañ uvel eget c'hwezhet betek re... Gant ma talvezo ar gentel-mañ deoc'h evit gwir !--Prieladkozh (kaozeal) 6 Mae 2014 da 09:20 (UTC)[respont]