Kaozeal:Pascal Henry

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Troidigezh[kemmañ ar vammenn]

Reizh eo an ditouroù a zo bet kemmet, am eus adlakaet reizh (d'ar 15/04/2024 e teuio al levr er gouloù e ti Le Temps). Gwelit (en) BookFinder ha (fr) Chasse aux Livres. Ar choler (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 10:04 (UTC)[respont]

Tennet hoc'h eus al liammoù "divyezhek" hag "An Amzer". Brav. 176.167.137.147 22 C'hwe 2024 da 10:29 (UTC)[respont]
Golo al levr, warnañ "An Amzer embanner" ha n'eo ket "Le Temps éditeur". 176.167.137.147 22 C'hwe 2024 da 10:29 (UTC)[respont]
Hervez ar bajenn-mañ: Située à Pornic, en Bretagne, notre maison d’édition publie des ouvrages en français sous le nom « le Temps éditeur » et en Breton sous le nom de « An Amzer embanner ». N’eo ket sklaer, neuze, ar pezh a reont gant al levrioù divyezhek. Evit poent e laoskfen An Amzer abalamour d’ar skeudenn, met gwelloc’h e vo sellout ouzh golo al levr pa vo anezhañ. Hag ivez, en un doare ledanoc’h, chom evezhiek pa veneger traoù da zont (Wikipedia n’eo ket ur voulenn strink). A-wechoù ez eus raktresoù levrioù, meneget e rolloù evel Chasse aux livres, ha ne vezont ket sevenet. Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 10:37 (UTC)[respont]
Anat eo ez eo divyezhek al levr, peogwir ez eo un droidigezh ha peogwir em eus lakaet ar menegoù (fr) (ar skrid orin) ha (br) (an droidigezh) ; ul lec'hienn Le Temps zo, unan An Amzer n'eus ket da vat (ACB 44). Ar choler (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 11:16 (UTC)[respont]
Drol eo, pa gliker war "(fr) (br)" pe war "Le Temps éditeur" ne vezer ket kaset d'ar bajenn levr divyezhek pe d'ar bajenn An Amzer embanner. Marteze ne 'm eus ket kliket kreñv a-walc'h... 176.167.137.147 22 C'hwe 2024 da 11:56 (UTC)[respont]
N’am eus ket miret ouzhit da zegas kemmoù e-pad ar sizhunioù tremenet rak paouezet az poa da ober goap ouzh izili ar gumuniezh ha tud bet savet pennadoù diwar o fenn, met hiziv ez peus adkroget gant da emzalc’h displijus. Ma fell dit kenderc’hel da venegiñ fedoù hervez ar reolennoù, doujañ d’ar re all en o zouez, e c’hellez ober, dit da zibab. Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 12:54 (UTC)[respont]
Mont du-se d'ober ur weladennig dit a c'hallan ober ivez pa 'm bo c'hoant. 176.167.137.147 22 C'hwe 2024 da 13:52 (UTC)[respont]
Damwarezet am eus un dek pennad bennak kemmet ganit n’eus ket pell zo.
Diezhomm eo respont d’ar bleupaj babig a soñjez bezañ gourdrouzus, neuze ne rin ket. Ober a rin war-dro ar wiki, ha netra ken. Huñvreüs (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 14:24 (UTC)[respont]