Kaozeal:Mar (disheñvelout)
Neuz
- Ur gaoz peurheñvel zo bet dija ( en davarn, diwar-benn Leon, loen, bro, kêr, steredeg, ha me 'oar).
- Den ebet ne skrivo mar (digejañ) evel-just. Evit ma vije ur chañs d'ar bajenn digejañ da vezañ implijet e rankfe bezañ anvet mar, ha netra ken. Ha kas alese da mar (gwez) hag all. Sed an diskoulm lakaet e meur a zegouezh all. Met ne skuizhin ket hiroc'h, na barailhat ne rin ket ivez. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 07:50 (UTC)
- Ar pennad gwir, savet gant Rogel, n'eo ket bet anvet gwir (digejañ) . Iskis. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2007 da 16:41 (UTC)
Ar stêr Marne
[kemmañ ar vammenn]- Ho temata,
- Lenn a ran amañ : « E hengeltieg, ar wrizienn *mar a dalvez evit du ha diouti ez eus bet deveret Marne (stêr) »
- N'eo ket gwir ; eus ar c'heltieg *matra ("mamm") e teu "Marne", dre Gal. Matrona → Lat. Matrona → Materna (632) → Maderna (IXvet) → Marne (XIIvet).
- Gwelit forzh pe c'heriadur gallek, ha Dictionnaire des noms de lieux, Le Robert, 1992, p. 303 (ISBN 978-2-85036-195-1)
- Ne'm eus ket reizhet, emichañs e vo gwiriekaet gant un implijer·ez bennak a-raok ober ! — Ar choler (kaozeal) 4 Mae 2020 da 17:16 (UTC)
- Aze e roit an daveoù, n'eus abeg ebet ne vije ket reizhet ganeoc'h. --Lekemok (kaozeal) 4 Mae 2020 da 17:58 (UTC)