Mar (disheñvelout)
Neuz
Mar zo ur ger a gaver e brezhoneg hag e yezhoù all.
Yezhoù keltiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E gouezeleg : kontelezh Mar e Bro-Skos
Mar e brezhoneg :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- un anv-kadarn a dalvez douetañs pe dañjer. Kavet e vez e gerioù zo (arvar, marteze) pe e troiennoù zo : hep mar, war var, en entremar. Sellet ouzh ar pennadoù mar (prederouriezh) ha mar war wikiriadur
- stagell isurzhiañ ar martezeañ, gwelout mar
- ur rakger disteraat (marboan, marsoñj) pe greñvaat (marnaon). An eil rakger a c'hell bezañ ar wrizienn hengeltiek : sellet a-is.
- anv ur spesad gwez, Sorbus aucuparia, sellet ouzh mar (gwez). Gwezenn-var hag ar furm unan marenn a vez lavaret ivez.
Yezhoù iberek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er yezhoù iberek (kastilhaneg, katalaneg ha portugaleg) e talvez kement ha mor. Ma karer kavout ul listenn eus anvioù morioù ar bed e spagnoleg e vo kavet amañ : es:Anexo:Lista de los mares del mundo (situación)
Evel-just e vo kavet e kalz lec'hanvioù evel :
- Lloret de Mar (Katalonia ha Spagn)
- Lucila del Mar en Arc'hantina
- Mar del Plata, en Arc'hantina
- Mar Vermelho, kumun e Brazil
- Miramar (Tal-ar-Mor), karter ar binvideien e La Habana (Kuba)
- Oropesa del Mar en Spagn
- Pinamar, en Arc'hantina
- Premiá de Mar, e proviñs Barcelona e Katalonia
- Roquetas de Mar
- Serra do Mar : aradennad venezioù war aodoù Su Brazil
- Santa Clara del Mar en Arc'hantina
- Santa María del Mar, un iliz c'hotek e Barcelona
- Santillana del Mar, e Spagn e Cantabria
- Valeria del Mar en Arc'hantina
- Viña del Mar (Chile)
Mennegomp ivez :
- María del Mar, un anv-badez,
- MAR: Movimiento de Acción Revolucionaria, e Mec'hiko.