Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Manon Deniau

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Holloueziadurel ?

[kemmañ ar vammenn]

Ha holloueziadurel eo ar pennad-mañ ? Piv a annavez ar plac'h-se ? Petra he deus graet evit bezañ brudet ? Arko (kaozeal) 20 Mae 2023 da 16:13 (UTC)[respont]

Pa vever er bed ar brezhoneg e lenner ar mediaoù brezhonek. Daoust hag eñ e vez goulennet d'an holl vrezhonegerien a skriv ingal ma vijent brudet e Pariz pe New-York ? (Evel er Wikipedia gallek).
Ar plac'h-se a zo e strolladig ar gelaouennerien vrezhonek gentañ. Trawalc'h eo evit ma redo he memor betek marv ar brezhoneg. Ch. Rogel (kaozeal) 20 Mae 2023 da 22:19 (UTC)[respont]
Brudet eo e bed ar gazetennerezh e brezhoneg. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 10:04 (UTC)[respont]
N'em eus ket lavaret e rankfer bezañ brudet e New York pe Pariz evit bezañ war wikipedia, met bezañ brudet awalac'h gant un dra he deus graet, da nebeutañ. Ha skrivet he deus levrioù brudet ? Kinnig a ra un abadenn bennak er skinwel ? Ha brudet eo evit he fennadoù-skrid ? N'eo ket... Ur poltred anezhi zo bet embannet gant an Telegram, netra ken, ha gant ur mignon dezhi zoken. N'eo ket awalac'h.--Arko (kaozeal) 21 Mae 2023 da 15:25 (UTC)[respont]
Ne rankfed ket bezañ "brudet" evit kaout ur pennad Wikipedia. Kalz maered, da skouer, n'int ket brudet tamm ebet ha koulskoude ez eus pennadoù diwar o fenn. Ur pennad Maxime Touzé zo, ha koulskoude n'en deus graet netra dibar. Ma vo dilamet ar pennad-mañ e vo ret dilemel hini M. Touzé ivez. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:03 (UTC)[respont]
Ur pennad Metig Jakez-Vargas zo ivez, ha petra he deus graet-hi? Ret vefe dilemel he fajenn ivez. Dren Frañchto (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:19 (UTC)[respont]

Keweriañ gant an traoù holloueziadurel n'eo ket kefridi nemeti ar Wikipedia brezhonek

[kemmañ ar vammenn]
Keweriañ an traoù holloueziadurel n'eo ket (ha ne vo ket biken) kefridi nemeti ar Wikipedia brezhonek, unan all a zo hag hemañ liammet gant statud ar yezh. Pa vez o tiwan araokadennoù dispar e vije berrwel chom hep o lakaat war wel.
Pa oan o labourat el levraouegoù e veze start tuta brezhonegerien gant perzhegezhioù micherel. E mare-se ne welen ket nemet Goulven Malrieu, levraoueger a vicher ha brezhoneger ampart, hag a oa bet tutaet abalamour d'e varregezh yezhel. Heñvel eo bet er c'helaouennerezh leunamzer.
Bez 'eus bet un toullad tud hag a zo bet kelaouennerien vrezhoneger, met muioc'h dre zegouezh eget dre un steuñv micherel (Goulven Morvan, Fañch an Uhel, Fañch Gourvil, Corentin Le Nours, Youenn Drezen, Pêr J Helias, Charlez ar Gall, Pêr ar Flao, Lukian Raoul, Bernez Rous, Lena Louarn, etc.) ha ne oa ket leun-amzer darn anezho.
Oadvezh nevez ar c'helaouennerezh brezhonek a zeu diwar Manon Deniau : bezañ tapet ar perzhegezhioù micherel ha kinnig d'ar brezhoneg ur maez nevez.
Ar pezh a ra Manon Deniau, ha n'eus ket kalz a dud evit eñ ober, a zo kelouennerezh an ditouroù hollek, diaes, met ar prizietañ.
N'eus ket ezhomm dezhi skrivañ levrioù pe testennoù dibar, bezañ eus anezhi a zo ur cheñchamant krenn, ur seurt krenadenn-douar e bedig ar brezhoneg, izelek e idoloù, met eñ anaoudek pa weler un digorerez.
Ha kelaouennerien vrezhonek ditouroù hollek leunamzer all a anavezit ? Tudi Créquer ? Ch. Rogel (kaozeal) 21 Mae 2023 da 17:04 (UTC)[respont]