Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Jentiled

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

En unander e vez titloù ar pennadoù er wikipedia-mañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 09:00 (UTC)[respont]

A, ya, 'oan ket sur ken. Cheñch a rin hag e rin un adkas. Bennozh dit --Lekemok (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 09:05 (UTC)[respont]
Aesañ tra ma rez gant "adenvel". Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 09:25 (UTC)[respont]
Diouzh a ouzon e kaver al liester evit titloù pennadoù zo. En degouezh-mañ e rafen a-walc'h gant al liester, evel ma reer gant Saozon, Bretoned, Yuzevien. Gwelet a ran e reer gant al liester ivez er pennadoù fr:Gentils pe it:Gentili. --Llydawr (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 11:47 (UTC)[respont]
Boñ, neuze e adanvan ar pennad da Jentiled (relijion) neuze ? --Lekemok (kaozeal) 11 Mae 2020 da 13:19 (UTC)[respont]
Perak ouzhpennañ ar resisadenn relijion ? Ur pennad all zo anvet Jentiled ? --Llydawr (kaozeal) 11 Mae 2020 da 15:40 (UTC)[respont]
Gwir, levezonet 'oan gant titl ar pennad e galleg moarvat. Jentiled neuze ? --Lekemok (kaozeal) 11 Mae 2020 da 16:15 (UTC)[respont]
Da'm soñj e oa mat hag eeun an titl kentañ 'poa lakaet. --Llydawr (kaozeal) 12 Mae 2020 da 06:48 (UTC)[respont]

Emañ Bianchi-Bihan o klask gourlakaat ur reolenn n'eus ket anezhi ; biskoazh n'eo savet enep Yuzevien (2007) pe Yuzevien Belmonte (2009), da skouer. --90.32.166.220 21 Ebr 2020 da 09:13 (UTC)[respont]

Trugarez da chom hep tamall an dud, a-enep reolennnoù wikipedia eo. N'on ket sur, met me 'gred din e vez lakaet an titl e liester pa vez kaoz eus ur bobl, a hend-all e vez graet gant an unander, da skouer Labourer-douar. --Arko (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 11:16 (UTC)[respont]
Koulskoude e lar gwir ma zamaller muiañ karet: ez an da gemmañ diouzhtu. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 12:02 (UTC)[respont]
Kustum eo ma zamaller ha brennigenn da damall din traoù n'em bije ket graet (ha ne ra ket d'ar re all den ne oar perak). Diwar vremañ e heuliin e skouer vat : seul wech ma kavin tra pe dra ha n'en do ket reizhet e savin prosez outañ. Mat eo deoc'h, tovaritch komisar politikel dizanv? Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Mae 2020 da 13:42 (UTC)[respont]