Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Evn ar Baradoz (steredeg)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Iskisat anv Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2014 da 12:11 (UTC)[respont]

OPaB...--Prieladkozh (kaozeal) 17 Her 2014 da 12:15 (UTC)[respont]

Ur vro pe un den eo Baradoz ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2014 da 12:32 (UTC)[respont]

Ober a ra F. Favereau gant Evn ar Baradoz.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Her 2014 da 13:55 (UTC)[respont]

Din-me eo brezhonekoc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2014 da 14:04 (UTC)[respont]

Iskisat tra : bez' zo eus ur pennad Evn ar baradoz (bevoniezh) dija !--Prieladkozh (kaozeal) 17 Her 2014 da 14:28 (UTC)[respont]
Kinnig a ran reizhañ an titl ha skrivañ "Evn ar baradoz" evit ar steredeg ivez. Nemet e vefe displeget dimp perak e rankfed skrivañ "Evn Baradoz"... --Llydawr (kaozeal) 17 Her 2014 da 15:23 (UTC)[respont]

Mat din, evel-just. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 Her 2014 da 15:54 (UTC)[respont]

Apus ("gresianeg ἄπους, latin apus, evit "didroad") = brezhoneg "gwennili" ha "glaouer du" (Apus apus) ; ar steredeg : Gwennili hervez ar pennad Korf-egor. (lakaet d'ar 17 Her 2014 da 19:56‎ gant 2.13.200.14)

E-lec'h gortoz un displegadur hag a zeuio pe na zeuio ket, e vefe marteze kenkoulz d'ar re a fell dezho cheñch mont da c'houlenn a-raok digant an aozadur a zo e penn-orin an dave hon eus (OPAB) — un anvadur hag a zo bet graet gantañ mar klasker gant Google —, an abeg anezhañ. Ha displegañ perak n'eo ket mat, ha reiñ daveoù all.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Her 2014 da 09:27 (UTC)[respont]

Goulennet em eus ouzh tud Ofis ar Brezhoneg petra eo orin ar stumm Evn Baradoz a gaver en o lec'hienn. Respontet o deus din e teue eus ur roll anvioù steredegoù a oa bet roet dezho, meur a vloaz zo, gant Divi Kervella. Ne ouzont ket hiroc'h. Displeget eo bet uheloc'h dija, 'm eus aon, perak e c'haller kavout abeg er stumm-se : "aval-ar-baradoz" a gaver er geriadurioù, gant ur ger-mell. Perak e vefe disheñvel evit "evn" ? Daveoù evit ar stumm "evn ar baradoz" ? Ouzhpenn an hini a zo bet roet uheloc'h (geriadur F. Favereau), e c'haller menegiñ un eil, ar roll anvioù steredegoù embannet gant brezhoneg21, Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù, gant Kreizenn ar Geriaouiñ. --Llydawr (kaozeal) 14 Du 2014 da 16:29 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Daoust dezhe bezañ sklaer evel lagad an naer e fellfe din peurgompren ho tisplegadennoù koulskoude. Ma'm eus komprenet mat e oa bet divizet gant OPaB degemer "ur roll anvioù steredegoù a oa bet roet dezho, [...], gant Divi Kervella" — ezel eus ar Kuzul-skiantel anezhañ — hep na vije gwiriet gant den ebet ? Ha galloudusoc'h eo an aotrou Kervella eget an aotrou F. Favereau, ha hemañ kadoriad ar C'huzul-skiantel ? Ne gomprenan ket mat... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 15 Du 2014 da 09:19 (UTC)[respont]

Pemp miz war-lerc'h : arguzenn ebet a-du gant *Evn Baradoz. --Llydawr (kaozeal) 19 Meu 2015 da 12:26 (UTC)[respont]
Ne garfen ket bezañ treuzkomprenet, rak prim e vez lod dre amañ o troukveskañ peragiñ ha kunujenniñ ar Sent Veur, setu perak ne rin nemet sachañ an evezh war ar meskaj a vez graet a-wechoù etre skiant ha rezoujañs ouzh labour Ofisel. Peragomp eta, rak eus ar peragiñ e teuy ar skêrijenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Meu 2015 da 16:17 (UTC)[respont]