Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Eil emgann ar Marne

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Demat, Perak ober gant ar ger Marn tra ma oa bet krouet hini Marne kent ? Dibaboù 'zo a gendalc'h da vezañ kevrinus din !--Prieladkozh (kaozeal) 24 Du 2014 da 12:56 (UTC)[respont]

Brezel-bed_kentañ --Couiros22 (kaozeal) 24 Du 2014 da 13:13 (UTC)[respont]
Ma weler en doa pledet Prieladkozh gant ar pennad ha graet war-dro an anv-se, miz 'zo a-boan, hep kavout abeg ennañ d'an ampoent [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Du 2014 da 13:29 (UTC)[respont]

Trawalc'h ! Pegoulz e vo echu gant hoc'h emzalc'h atahinus da vat ? Daoust hag ez eo ouzhoc'h e oa bet savet ma goulenn ? Perak pentañ lern evel-se, Aotrou Disi ? N'em boa graet nemet lakaat un tamm urzh en anv an emgannoù dre m'edon o sevel ar pennad Emgann Caporetto ha netra ken all ! Ha d'an ampoent em boa kavet iskis e vije bet dibabet Marn e-lec'h Marne, hep mont pelloc'h ganti. Klañv-fall 'oc'h gant ho kasoni ouzhin hag ouzh an implijer Bianchi-Bihan dre na blegomp ket rak e Veurded ! N'em bez nag ezhomm na c'hoant da gaout darempred ebet ganeoc'h, roit peoc'h din neuze evel ma oa bet goulennet gant ar merour VIGNERON kent !--Prieladkozh (kaozeal) 24 Du 2014 da 15:45 (UTC)[respont]

Atahinus, mutu? Piv a vez oc'h atahinañ ar re nevez-degouezhet amañ e-lec'h o c'halonekaat? Soñj am eus bezañ kalonekaet ac'hanoc'h ha skoazellet ac'hanoc'h pa oac'h gant o pazennoù kentañ amañ.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Du 2014 da 20:27 (UTC)[respont]

Testeniet eo ar stumm "Emgann ar Marn"

[kemmañ ar vammenn]

Da skouer er "C'hourrier du Finistère": «Pa zigoras emgann ar Marn, enn deziou kenta a viz gwengolo 1914, an Allmanted a oa e Meaux hag e Senlis (…) ouspenn 'ze, dek leo izeloc'h eget ar Marn e oant diskennet.» «Euz an tu all, ma oa dishalanet an Allmanted pa zigoraz emgann ar Marn, hor zoudarded a oa ivez, kement d'an nebeuta» (22.06.1918) p.1c.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Du 2014 da 20:36 (UTC)[respont]

Kalz traoù zo testeniet, hag a-wechoù e ranker dibab unan, hag unan hepken, ha dibaboù zo bet graet dija, ha n'eo ket Marn met Marne e oa, anat d'an holl, pe dostik. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Du 2014 da 07:10 (UTC)[respont]