Kaozeal:Drougsant
Neuz
Adenvel?
[kemmañ ar vammenn]N'em eus ket kavet ar ger "drougsant" skrivet mod-se e peurunvan. War a seblant e vez reizhskrivet "drouksant". Petra soñjit? Dren ar Frankig (kaozeal) 29 Her 2023 da 13:24 (UTC)
- Droug-sant eo ar stumm paotañ, hervez un nebeud geriadurioù (ne'm eus ket furchet an holl a zo em c'herz).
- Troude 1869 : droug-sant, droug uhel (= (fr) haut-mal), droug-sant-Yann
- Vallée 1937 : droug-sant, droug-uhel, droug sant-Yann.
- Ernault 1984 : droug-sant, droug uhel (= (fr) haut-mal), droug-sant-Yann
- Le Gléeau 1987 :droug-sant, droug-uhel, arouez.
- Favereau 1992 : drougsant, drouguhel, kleñved uhel (cf. droug St-Yann mal caduc), aksidant, arouez.
- An Here 2001 : droug-sant, droukfell.
- Geriadur Al Liamm 2014 : droug-sant, droug-uhel, droukfell.
- — 2A01:CB08:8919:A500:49B1:47EE:6ED9:C091 29 Her 2023 da 13:51 (UTC)
- mat eo, trugarez Dren ar Frankig (kaozeal) 29 Her 2023 da 14:19 (UTC)
- Un toulla skouerioù gant k a gaver e Devri. --Llydawr (kaozeal) 29 Her 2023 da 14:47 (UTC)