Kaozeal:Chemnitz
Disheñvel eo an distagadur, hervez ma seller er wiki saoznek pe en hini alamanek. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2013 da 18:25 (UTC)
- Chemnitz a zo e Bro-Alamagn evel m'eo displeget er pennad.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 24 Mae 2013 da 18:46 (UTC)
Biskoazh! Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Mae 2013 da 19:15 (UTC)
- N'eo ket disheñvel an distagadur, met disheñvel an doare da notenniñ an distagadur : heñvel eo ar pezh a c'haller klevet en daou Wikipedia-se. Daou ziforc'h zo : a) e deroù ar ger (k/kʰ) ha b) e dibenn ar ger (ts/t͡s).
a) En alamaneg unvan e vez c'hwezhet ar c'hensonennoù-tarzh (sellit ouzh Kensonenn drekstaon dre serriñ divouezh pe de:Stimmloser velarer Plosiv hag ouzh C'hwezhadur (yezhoniezh) pe de:Aspiration (Phonetik). Er pennad Aspiraton (Phonetik) e roer ar skouer eus ar ger kalt (=yen) treuzskrivet [kʰaltʰ]). Met n'eo ket ret skrivañ an dra-se : er Wikiwörterbuch (Wiktionary alamanek) e kaver ar ger kalt treuzskrivet [kalt]. Hag ar memes tra a gaver er geriadurioù alamaneg-ur yezh all, peurvuiañ. C'hwezhet e vez ar c'hensonennoù-tarzh divouezh e saozneg ivez (sellit ouzh en:Aspirated consonant) ha peurvuiañ ne skriver ket an dra-se pa dreuzskriver an distagadur. Er Wikipedia alamanek ez eus fellet sachañ evezh al lennerien war distagadur Chemnitz, ha n'eo ket distaget gant ar soniad [ç], evel ma c'hallfe unan krediñ diouzh ar skritur. Ma tivizer skrivañ [kʰ] evit distagadur an anv Chemnitz e vo ret ober heñvel evit an anvioù alamanek all a grog gant k (hag heñvel gant t ha p).
b) E dibenn ar ger e kaver un treuzskrivadur [t͡s] e de:Chemnitz. An treuzskrivadur-se a gaver ivez evit ar skrivad tz er pennad de:Aussprache der deutschen Sprache. Hogen, adarre, ne reer ket evel-se er Wiktionary alamanek, ma kaver ar ger Katze treuzskrivet [ˈkaʦə] hepmuiken, rak n'eus kemm ebet en alamaneg etre /t͡s/ ha /ts/. Evit gouzout hiroc'h, sellit ouzh Kensonenn kevig dre fic'hal divouezh. Resisoc'h eo an treuzskrivadur a gaver er Wikipedia alamanek hag eeunoc'h an hini a gaver er Wikipedia saoznek. --Llydawr (kaozeal) 24 Mae 2013 da 21:31 (UTC)
- Aleluia! Un displegadur ma ne glasker ket tremen ar re all da c'henaoueien. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mae 2013 da 08:57 (UTC)
- Un toull "Diverrañ" a zo m'eo pedet an implijerien da zisplegañ berr-ha-berr d'an implijerien all ar cheñchamantoù a zegasont.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 25 Mae 2013 da 10:18 (UTC)