Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Bizantion (keoded)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne gav ket din e vefe gwall spletus kaout ur bajenn disheñvelout Bizantion hag ur bajenn Bizantion (keoded). Er yezhoù all e reer gant un titl eeun evit ar gêr : ca:Bizanci, cs:Byzantion, de:Byzantion, et:Bütsants, el:Βυζάντιο, es:Bizancio... ha n'eus pajenn disheñvelout ebet. Ha pa lenner ar frazenn gentañ e weler a-walc'h peseurt ster a roer d'ar ger "Bizantion" e brezhoneg ivez. --Llydawr 13 Gou 2010 da 16:19 (UTC)[respont]

A-du genoc'h. Ha sañset e vije "Byzantion", gant un "y". (hervez reolennoù skrivadur an henc'hresianeg) Undenbennak (kaozeal) 14 Her 2022 da 19:46 (UTC)[respont]
Reizhet e oa bet *Bizantion Byzantion hervez Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Diviz 7, met nullet eo bet ar reizhadenn gant Llydawr. Da betra ar c'hendiviz neuze ? 2A01:CB08:8913:1900:EDD5:5C05:56BA:CDBC 19 Her 2022 da 16:06 (UTC)[respont]
Marteze eo testeniekaet ar stumm Bizantion en ur geriadur peotramant un destenn bennak ? Din-me an diviz-se a dalvez evit treuzskrivañ anvioù gresianek, met ma vez implijet stummoù "brezhonek" ez eo ar stumm-se a rankje bezañ titl ar bajenn. Ma n'eus stumm "brezhonek" ebet e rankjed ober gant ar stumm treuzlizherennet evel just. Bon, gant Bizantion e c'heller tabutal gant an implij gwir eus ar ger-se. Lekemok (kaozeal) 19 Her 2022 da 20:49 (UTC)[respont]
Sur a-walc'h e veze skrivet "Bizañs" gant ar braz ag an dud. Da lâret eo e veze treulizherennet eus ar galleg. *Bizantion n'eo ket poellek evidon, un etre-daou eo. Pe e tenner ar ger eus ar galleg Byzance hag a rafe *Bizañs, pe e tenner eus ar gresianek Βυζάντιον hag a rafe *Byzantion. An "y" n'eo ket un "i" en henc'hresianeg, mes un "u" digor. Undenbennak (kaozeal) 20 Her 2022 da 04:17 (UTC)[respont]
Ya, sur, gant an dud 'vez lavaret "Bizañs", re wir eo. Klask a rin peseurt stummoù zo bet skrivet tu pe du, ma ne gavin nentra eo kenkoulz implijet ar stumm treuzlizherennet neuze. Lekemok (kaozeal) 20 Her 2022 da 06:37 (UTC)[respont]
Un enklask berr war an internet a zistro Bizañs hepken (Favereau, TES, Wikipedia, Breizhvod, ur blog dafar pedagogiezh hag all. Lekemok (kaozeal) 20 Her 2022 da 06:44 (UTC)[respont]

Digorit geriadur bihan Roparz Hemon : ennañ e kaver "Bizantion", ha "Bizantad". --Llydawr (kaozeal) 20 Her 2022 da 06:47 (UTC)[respont]

Ya, mat, leusket vo evel-se. Ne gomprenan ket perak eh eus un "i" memestra. Undenbennak (kaozeal) 20 Her 2022 da 07:48 (UTC)[respont]