Kaozeal:Angèle Vannier

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Moarvat e vefe gwelloc'h lakaat Angèle Vannier hepken da ditl evit ar pennad-mañ (evel m'emañ e galleg), evel ma oa anavezet. Evit an titloù e vez lakaet an dud dindan ar stumm ma'z int/ma oant anavezet: Jarl Priel, Bob Dylan, Anjela Duval, Eddy Merckx... ha neket dindan o stumm ofisiel gant an holl anvioù-bihan pe an astennoù anvioù. En hor WP hon eus ar Gonideg, ha neket Jean-François-Marie-Maurice-Agathe Le Gonidec de Kerdaniel.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 Gou 2012 da 10:24 (UTC)[respont]

Eeunoc'h e vefe ober evel ma reomp peurvuiañ, ya. Hag ar memes tra evit Alphonse Guérin, Émile Guépratte pe Adolphe Orain. --Llydawr (kaozeal) 19 Gou 2012 da 16:27 (UTC)[respont]

Priz an Akademiezh c'hall[kemmañ ar vammenn]

« E 1971 he devoa degemeret Priz barzhoniezh an Akademiezh c’hall » : biskoazh n'eus bet deroet ar priz-se dezhi ; gwelit Grand Prix de Poésie ; ar Prix Valentine de Wolmar a voe deroet dezhi gant an Akademiezh e 1963 evit an dastumad Choix de poèmes : gwelit Prix Valentine de Wolmar. 2A01:CB08:8919:A500:7416:51DE:2F13:D189 17 Gwe 2023 da 18:45 (UTC)[respont]