Kaozeal:Amzer-dremenet (yezhoniezh)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lenn a ran: "Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet evit komz eus un amzer...". Implijet e veze an amzer-dremenet a-raok ma vije bet kaoz eus yezhoniezh war an douar evel-just, hag ar gerioù "amzer tremenet" zo e brezhoneg abaoe pell, a-raok kanaouenn Prosper Proux zoken. Evit amzer-dremenet n'eo ket bet ijinet gant yezhoniourien en ur ster strizh, met gant ur geriadurour brezhonek bennak (Frañsez Vallée d'am soñj), hag implijet gant ar yezhadurourien, an nebeudig anezho a ra gant ar brezhoneg (n'int ket gwall niverus diouzh sellout ouzh ul listennad yezhadurioù brezhonek), gant ar gelennerien vrezhonek ha studierien dreist-holl. Evit ar yezhoniezh, deuet war-dro ar brezhoneg pell war-lerc'h, n'anavezan ket yezhoniourien vrezhonek setu ne larin netra en o lec'h. Evel-just e c'hallfen lavarout kemend-all diwar-benn an amzer-vremañ hag un nebeud re all.Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 11:39 (UTC)

Stêrioù re strizh evit gallout mont war vag warne? Ha ti ken kizidike all evit a sell ouzh ar fazioù yezh hag all... Gwir eo a-hendall, ankounac'het em boa lakaet meneg "(yezhoniezh)" en titloù. Renket 'vo. Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 11:46 (UTC)
E-lec'h mont da vageal e vije bet tu da venegiñ ez eus estroc'h evit yezhoniourien oc'h implijout an amzer-dremenet. D'am soñj eo ret ober ur pennad ma vo kaoz eus implijoù, heñvel pe disheñvel, n'ouzon ket, an amzer-dremenet er yezhadurioù hag er yezhoniezh. Evit an implij e brezhoneg e c'hallan klask. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 12:16 (UTC)
Ne gomprenan ket petra a fell dit lâvar gant ar frazenn-mañ: "tu da venegiñ ez eus estroc'h evit yezhoniourien oc'h implijout an amzer-dremenet". Savet e vo ur pennad disheñvel evit pep amzer/arvez resis evit ma vefe un tammig sklaeroc'h an traoù. Adwelet e vo ar pennad-mañ ivez ivez ober penn-da-benn gant ar termenoù implijet gant Kervella ha savet adkasoù diwar stummoù all seul wezh mar bez ezhomm. Degemeret e vo laouen neuze kement danvez a fello dit degas war dachenn yezhadur ar brezhoneg pe n'eus forzh peseurt yezh all, evel-just. Evit a sell ouzh ar stêrioù, marteze e fello dit ivez lakaat an diforc'h etre "ster" ha "stêr" war roll ar fazioù stankañ bet bouetaet ganit... Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 13:06 (UTC)
Lenn a ran: Er yezhoniezh e vez implijet an termen amzer-dremenet evit komz eus un amzer yezhadurel. N'ouzon ket petra soñjo ar yezhoniourion , me 'gav eveek un tamm. Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 12:22 (UTC)
Ret eo anzav ne gomprenan mann ebet eus ar pezh a zo koaz amañ. Eveek e c'hell bezañ, met mar befe tu dit da sklaeraat penaos ha perak marteze e vefe un tammig aesoc'h klask reizhañ ar sioù mar bez anezhe. Neal (Kaozeal) 1 Ebr 2009 da 13:06 (UTC)

Sentet em eus: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AFazio%C3%B9_stanka%C3%B1&diff=473377&oldid=459278 Bianchi-Bihan 1 Ebr 2009 da 13:12 (UTC)

Piv[kemmañ ar vammenn]

Piv a deuio a-benn da liammañ ar pennad-mañ ouzh ar pennad passé e galleg? Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2017 da 19:23 (UTC)

Ar pennad gallek fr:Passé zo diwar-benn an amzer-dremenet dre vras, evel en:Past e saozneg. Ar pennad brezhonek Amzer-dremenet (yezhoniezh) zo diwar-benn ar pezh a anver en:Past tense e saozneg, un amzer-verb eta. Ar pennad brezhonek Amzer-dremenet n'eo nemet ur bajenn disheñvelout. Ha ne gomprenan ket gwall vat perak ez eus daou bennad, an eil anvet Amzer-dremenet (yezhoniezh) hag egile Amzer-dremenet (yezhadur). --Llydawr (kaozeal) 22 C'hwe 2017 da 20:32 (UTC)

Abalamour da Neal a felle dezhañ ober pennadoù yezhoniezh ha n'eo ket yezhadur brezhoneg, ha dispartiañ mat an daou. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 C'hwe 2017 da 22:49 (UTC)