Kaozeadenn Wikipedia:Teul labour war anvioù gresianek, hebraek ha latin e skridoù kozh zo

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kontrol da Neal e lavaran Trugarez d'an hini en deus savet ar rolloù anvioù divoutin-mañ, pergen ar re a ziwar ar Bibl. Servijout a raio e labour d'ar bodad a labour ar ra Emglev An Tiegezhioù war savidigezh ur bibl diwar ar vulgata evel ma c'houlenn an Iliz (katolik, anat deoc'h : e Breizh emaomp...) hag a servijo da heul evit al liderezh : Oferenn, Liderezh an Eurioù, sakramantoù hag all. Bez e welan mat da betra e c'hell servijout labourioù hon diaraogerion abaoe Emsav Gwalarn (ne gomzan ket eus ar Gonideg en deus graet ul labour moc'het a-grenn nag eus ar brotestanted evel Koad ha n'en deus ket soñjet a-zevri war ar gudenn d'am soñj).

1. lakaat un tamm urzh ; evit se avat e vo dav renkañ an holl anvioù dre urzh al lizherenneg, sa a vo lkaet war lec'hienn EAT dizale eta.

2. mont dreist d'ar galleg o sevel war-eeun d'an henyezhoù ; un ersav broadelour zo aze, anat, (hogen broadelour on ha n'eo ket pec'hed)

Met kudennoù all a sav a laka an traoù da vezañ kemplezh mat :

1. Emdreiñ a ra an anvioù se er Bibl hec'h-unan. E pennadoù 'zo ez eo Avram, ha pelloc'h Abraham... Amorreed, Amorreiz, Amoriz... Yzrael e Barnerien ...

2. goulenn a ra an Iliz, abaoe nebeut amzer, 2001. E pempet lizher-kelenn Kengregadur ar c'hehelañ ha reolerezh ar sakramantoù, war "Evit heuliañ a-zoare Bonreizh al liturgiezh sakr", ez eus ar pennad 36 a zo e dalbenn "Diwar-benn implij ar yezhoù boutin e levrioù-liderezh". E berr gomzoù e c'houlenn ma vo klasket tostaat ar muiañ ar gwellañ ouzh stummoù ar Vulgata Nova ("...il faut examiner s'il convient de les [an anvioù divoutin] conserver tels quels [d l e en o stumm latinek] dans une nouvelle traduction en langue vernaculaire, au moins comme une possibilité parmi d'autres. Bien plus, le respect attentif du texte original imposera même parfois que l'on procède de cette manière....) is pennad 23

3. Daoust ma 'z on broadelour ha m'en em lec'hian eta da heul Maodez Glanndour, Klerg, Lec'hvien (Ar Gall), Youenn Olier, e ranker derc'hel un tamm furnez ha derc'hel eta da stummoù 'zo degemeret gant ar brezhoneg daoust ma n'int ket reizh e-keñver istor an hen-yezhoù : dibab "Moizez" ha n'eo ket "Moshe", "Jeruzalem" e plas "Yerouzalem" hag all. Klerg eo a seblant ar furañ war ar poent-mañ rak n'eus nemetañ a gement a lide an oferenn bemdez-Doue er bloavezhioù '70 : ret e oa dezhañ kavout stummoù komprenabl gant pezh a chome eus ar bobl vrezhoneger...


4. Ne veneg ket ar pennad ket oberennoù a bouez war an danvez e brezhoneg :

- Notennoù a batrologiezh gant M. Glanndour, gant ur meneger anvioù divoutin ha refleksionoù profitabl a-zivout ar gudenn-mañ ;

- Petra eo ar Bibl ? gant Paol Kalvez hag Gloada Barbotin beleg arbennigour war ar Bibl, e ti imbourc'h bepred ;

- YBB eveljust (ha ret eo kregiñ gant se, ha pergen an niv. 95...)

Setu aze ur roll a servij evit dastum an anvioù divoutin a denn d'ar Bibl


~~ T. Gwilhmod

=[kemmañ ar vammenn]

Diwar betra eo diazezet an evezhiadenn-mañ:

"hon araokidi a ouie ar yezhoù kozh gwelloc'h egedomp"

Ha perak ne c'hellfe ket unan bennak er gumuniezh-mañ bezañ ken gouiziek hag "hon araokidi" (pegeit a-raok - dec'h, hanter-kant vloaz zo, muioc'h? seul belloc'n en amzer seul welloc'h?)? ha ma vefe gant unan bennak amañ un doktorelezh war ar henc'hresianeg, lakaomp, pe c'hoazh ur yuzev gantañ an hebraeg a-vremañ da yezh-vamm hag anavezet don an henhebraeg gantañ a-vihanik? Arbennigourion a bep seurt zo o kenlabourat war ar Wikipedia-mañ - ha gouiziekoc'h evite e rank bezañ "hon araokidi" dre ret atav war n'eus forzh peseurt tachenn e vefe? Diouzh an tu all avat, e rankan anzav e anavezan-me gwelloc'h fonologiezh an henc'hresianeg evit "hon araokidi" rak aet eo pell war-raok war an dachenn enklask-se abaoe. Kavout a ran mat ha reizh chom hep treiñ kein d'ar pezh a oa bet graet en hor raok, met n'eo ket lakaat "hon araokidi" da lezennoù sakr kousto pe gousto. --Neal (Kaozeal) 20 C'hwe 2007 da 09:07 (UTC)[respont]

Un tamm furnezh zo en daou du. Koulskoude eo ret anzav n'emañ ket hon diaraogerien amañ ken da gelenn o gouiziegezh veur dimp, hag e rankomp ober gant hon hini. Met bezomp prest d'o selaou kerkent ha ma teuint en-dro.Bianchi-Bihan 20 C'hwe 2007 da 15:24 (UTC)[respont]

Pa tavean da vMarsel Klerg, Maodez Glanndour (1909-1986), d'an Tad Medar (Jacques Dourmap- 1908-1988) hag ivez da Bêr Bourdellez (1907-1989), Jozef Lec'hvien e lakaan ar c'haoz war skipailh troourien ar Bibl diwar ar gresianeg hag an hebraeg (embannadurioù Al Liamm er bloavezhioù '70 ha '80). Pa seller pizh ouzh o labourioù e weler un nebeud dislavarioù (Kurillos ha Kurilloz, da skouer), met ivez gwarez an hengoun (Poñs Pilat, ur furm kozh anezhi). An holl, diwar o studioù beleg a oa gresianegerien ha brezhonegerien eus an dibab e kroazhent boazioù an Iliz hag hêrezh Gwalarn. Tud kozh ha tud nes deomp int asambles. --Ch. Rogel 20 C'hwe 2007 da 20:47 (UTC)[respont]

n'em boa ket lâret ne oa ket anezhe arbennigourion nag e vefe ret treiñ kein ouzh ar pezh a oa bet savet gante - n'em boa lâret nemet e c'hellfe tud all a-vremañ bezañ ken gouiziek all (n'eo ket ret bezañ beleg evit bezañ desket ar yezhoù-se, na pell alese), ha marteze e vefe gresianegerion ha brezhonegerion eus an dibab dre amañ ivez koulz hag i. Ar gudenn a welan eo: bez e c'hellfer doujañ ouzh ar pezh bet graet gante betek en em gavout gant un anv chomet dizimplij gante ha neuze n'hellfr ket mont pelloc'h war an hent-se. Ar pezh a ginnigan eo, hag a zo bet a-viskoazh, sellet pizh ouzh ar boazioù implijetañ ha nueze lakaat anezhe da dalvezout evel erbedennoù dre holl.

--Neal (Kaozeal) 20 C'hwe 2007 da 21:04 (UTC)[respont]

Da betra e talvez an teul-mañ?[kemmañ ar vammenn]

Petra eo pal resis an "teul"-mañ? Hag en em c'houlenn a ran hag-eñ eo un "teul" an hini eo, pe kentoc'h ur renabl diglok...?

Ne gomprenan ket na tamm ebet. Da gentañ-holl, e pelec'h emañ an dalc'h (pe interes) anvioù divoutin latin? N'eo ket ret nag o zreuzlizherenniñ nag o zreuzskrivañ, nemet ma vefe unan bennak e soñj o brezhonekaat.

Da eil, estreget ar fed ma vez graet "yezhoù klasel" anezhe (amañ n'eus roud ebet eus yezhoù klaskel all evel ar sañskriteg), perak eo bet lakaet asambles al latin, ar gresianek diouzh un tu hag an hebraeg diouzh an tu all, o c'hoût n'int ket izili zoken eus an hevelep familh-yezhoù na c'hoazh skrivet gant an hevelep doare-skrivañ na gante sistemoù fonologel damheñvel an eil ouzh egile.

Ha talvoudus eo e gwirionez renabliñ an holl anvioù divoutin a zo da gaout er Bibl (lod n'int ket hebraek, evel-just, met aramaek, h.a.) mesk-ha-mesk gant anvioù divoutin all o tont eus al lennegezh klasel gresianek?

Ne welan na penn na lost gant al listenn-mañ, nemet ma vefe evit diskwel gerioù etren eus yezhoù klasel ar c'hornôg bet implijet e skridoù brezhoneg gant un toullad skrivagnerion resis?

Hag, evit achuiñ, etra 'dalv "araokidi"? ret eo bezañ marv evit bezañ araokad? Hag un "araoak" eo Y. Olier (menneget er pennad) - perak? Ha perak ne vefe ket ken talvoudus all klokaat al listenn gant stummoù implijet gant skrivagnerion a-vremañ ivez? N'o deus talvoud ebet al levrioù embannet gant TES, ar geriaouegoù bet savet gant Diwan, labour an Ofis (mar bez anezhañ war an dachenn-mañ), geriadurioù all a bepseurt?

Marteze e vefe tu da unan bennak (an hini bet krouet ar bajenn gantañ 'michañs) displegañ e berr gomzoù e deroù ar pennad petra eo e bal... --Neal (Kaozeal) 1 Meu 2007 da 07:18 (UTC)[respont]

E berr gomzoù : 1. Klasket em eus em levraoueg personel oberennoù klasel brezhonek m'emañ gerioù gresianek ha latin enno. Ouzhpennet em eus un nebeut gerioù ha troiennoù nann-klasel pa soñjen e c'hellfemm kaout ezhomm eus anezho (anvioù-lec'h, anvioù an urzhioù relijiel, da skouer)

2. P'am bo komprenet penaos e treuzskrive hon araokidi illur an anvioù klasel e c'hellin dibab ar pez a implijin (frankiz e kreiz ar pennadoù, forzh penaos e vije iskis difenn dibaboù ar skrivagnerien vrezhonek klasel)

3. Ma kavfen treuzskrivadurioù all er wiki hervez reolennoù ne gomprenan ket (ha n'on ket prest da brederiañ warno) e c'hellin sevel pennoù an adkasoù evit ma vo ruziet gerioù ma fennadoù

4. Gwelet em eus ouzh daou dornlevr TES, met n'eus ket mui kalz a anvioù divoutin heverk ha n'int ket bet implijet er wiki. N'eus geriaoueg Diwan ebet evit an anvioù divoutin

5. P'am bo amzer e klaskin em dastumadeg Al Liamm.

mat eo. Met ma'ch eo evit da implij personel, ne vefe ket gwell sevel ar pennad en un ispajenn bersonel, da skouer "Ch:Rogel/Brouilhed"?

--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:39 (UTC)[respont]


Krediñ a ran e c'hello ar bajenn bezañ implijet gant tud all evit an adkasoù. --Ch. Rogel 11 Meu 2007 da 23:42 (UTC)[respont]