Kaozeadenn Implijer:Keritiad
Fazioù Lint
[kemmañ ar vammenn]Trugarez deoc'h a-greiz-kalon evit al labour hoc'h eus graet evit kempenn ar Wikipedia brezhoneg ! Skañvaet a-galz hoc'h eus ar bec'h am eus sammet ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 29 Eos 2017 da 17:07 (UTC)
- Trugarez deoc'h-c'hwi evit bout diskouezet an hent din (hep gouzout deoc'h moarvat). Dre glask reizhañ ar fazioù-se em eus komprenet gwelloc'h-gwellañ penaos e ya an traoù en-dro... met koumoulek e chom darnoù eus ar c'hod c'hoazh. --Keritiad (kaozeal) 30 Eos 2017 da 09:25 (UTC)
Demat deoc'h, Ul labour eus an dibab ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Meu 2019 da 11:32 (UTC)
- Trugarez deoc'h ! Ma studioù (ha ma studiadennoù diwar-benn ar sevel pennadoù) o deus servijet d'un dra bennak, evit doare. A galon, --Keritiad (kaozeal) 6 Meu 2019 da 12:55 (UTC)
Salud deoc'h, A-ratozh e oa bet ouzhpennet div luc'hskeudenn ar "gallery" ganeoc'h hep alc'hwez ebet ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Meu 2019 da 14:51 (UTC)
- Loba ac'hanon ! emaon o paouez kompren goude lakat beg logodenn ma urzhiataerez ouzh unan eus ar skeudennoù : eus ar c'hentañ !--Prieladkozh (kaozeal) 22 Meu 2019 da 14:57 (UTC)
Pennad ar miz
[kemmañ ar vammenn]Salud, Trugarez deoc'h ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 18:06 (UTC)
- Netra, ne oa nemet kemmañ ar patrom d'ober. A galon, --Keritiad (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 18:45 (UTC)
Salud deoc'h, Setu mac'h a a-dreuz "Taxobox Loen" ar bajenn-mañ dre ma tiskouez an Isurzhiad — Iguania — e lizherennoù stouet. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:19 (UTC)
- Salud deoc'h ivez, Stouet e oa ar patrom
Taxobox IsOrdo
abaoe e grouidigezh e 2008 ; e zistouet em eus hiziv, met stouet e chom ! Ur patrom all eo moarvat, setu ho pet ar vadelezh da reiñ amzer din da furchal bouzelloù ar Wiki-mañ. Ken ar c'hentañ, --Keritiad (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:52 (UTC)- Dre m'eo chomet er-mod-se abaoe 2008, ne vo mall war zen ebet, me 'gred :-)...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:55 (UTC)
- Setu diluziet ar gudenn ! Tri fatrom zo : IsOrdo, SubOrdo ha Subordo... Sonn eo an holl anezho bremañ. Poent eo d'ar verourien ober un tamm kempenn er patromoù, hañ ? A galon, --Keritiad (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 12:29 (UTC)
- Dispar ! Tamm-ha-tamm e vez takonet e vragoù da Yann... Trugarez deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 12:58 (UTC)
- Setu diluziet ar gudenn ! Tri fatrom zo : IsOrdo, SubOrdo ha Subordo... Sonn eo an holl anezho bremañ. Poent eo d'ar verourien ober un tamm kempenn er patromoù, hañ ? A galon, --Keritiad (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 12:29 (UTC)
- Dre m'eo chomet er-mod-se abaoe 2008, ne vo mall war zen ebet, me 'gred :-)...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:55 (UTC)
Salud deoc'h, Tired lemm ebet d'ar ger Ansériformes → Anseriformes, gouez din. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 10:25 (UTC)
- Salud deoc'h ivez, Ne'm eus ket graet da vat war-dro reizhañ an anvioù er pennad-se c'hoazh, reizhit hardiz ! A-zivout ho kemmadenn e Kaouenn-erc'h : meneget e oa bet Strix scandiaca er § Doareoù pennañ dija, met ne vern. A galon, --Keritiad (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 11:10 (UTC)
- Re wir, Gwelet em eus e oa anv eus Strix scandiaca pellikoc'h... goude bezañ ouzhpennet an daveenn, loba ac'hanon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 11:36 (UTC)
Demat, Hervez doare 9.1 an IOC World Bird List, n'eus nemet daou isspesad — ketupu ha minor — er spesad Ketupa ketupu... S. o. Maleise visuil da skouer.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 10:56 (UTC)
- Salud deoc'h, Maleise visuil a gas da Avibase ma weler 4 isspesad... Pevar isspesad hervez Avibase, GBIF ha Wikispecies ; daou hepken hervez IOC ha Oiseaux.net, hep displegadenn ebet diwar-benn planedenn K. k. aagaardi ha K. k. pageli n'int ket bet ijinet ganin. Gwelit amañ (paneve evit ar skeudennoù), amañ hag amañ ivez.
- OK, n'eo ket dav din tremen eurvezhioù o furchal ma levrioù hag an Net evit embann titouroù n'int ket sonn, setu e paouezan gant ma steudad diwar-benn ar c'haouenned hag an touded. A galon, --Keritiad (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 14:49 (UTC)
- Piv en devoa lâret ho poa ijinet an isspesadoù K. k. aagaardi ha K. k. pageli ? Den ebet, a gav din. Meur a wech em boa bet tro da gompren e oa diaes kaout fiziañs en titouroù roet gant Avibase. E-giz-se emañ. Hizivaet e oa bet an IOC World Bird List d'an 20 a viz Genver 2019 : chañs 'zo e vefe mat ar roadennoù a gaver el lec'hienn-mañ... Ha stlepel ar billig goude an trebez ne raio ket d'an traoù mont war-raok, sur... Ret eo chom sioul ha neptu pa bleder gant traoù skiantel, goût 'rit mat.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 15:03 (UTC)
- Catalogue of Life: 2019 Annual Checklist : daou isspesad hepken ivez,
- Système canadien d’information sur la biodiversité (SCIB) : memes tra.
- Animal Diversity Web : ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 15:10 (UTC)
- Piv en devoa lâret ho poa ijinet an isspesadoù K. k. aagaardi ha K. k. pageli ? Den ebet, a gav din. Meur a wech em boa bet tro da gompren e oa diaes kaout fiziañs en titouroù roet gant Avibase. E-giz-se emañ. Hizivaet e oa bet an IOC World Bird List d'an 20 a viz Genver 2019 : chañs 'zo e vefe mat ar roadennoù a gaver el lec'hienn-mañ... Ha stlepel ar billig goude an trebez ne raio ket d'an traoù mont war-raok, sur... Ret eo chom sioul ha neptu pa bleder gant traoù skiantel, goût 'rit mat.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 15:03 (UTC)
Demat, Deoc'h da c'hoût : Discussion Projet:Ornithologie / Kétoupa malais - Ketupa ketupu.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Ebr 2019 da 10:14 (UTC)
Salud deoc'h, Ha ne vefe ket mat disheñvelout Tampico (ur gêr e Stadoù-Unanet Amerika, met e Mec'hiko ivez...) ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:35 (UTC)
- Re wir ! Ober a ran diouzhtu. Trugarez deoc'h, — Keritiad (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:39 (UTC)
- Na gollit ket hoc'h amzer...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:51 (UTC)
N'ouzon ket re petra lâret deoc'h. Mezhus eo ken ez eo. Heuget on da vat ar wech-mañ dre m'eo abalamour din eo c'hoarvezet kement-se, a-boan nav munutenn war-lerc'h ma c'hentañ kemennadenn... Mil digarez leal !--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:04 (UTC)
- Abalamour deoc'h n'eo ket, abalamour d'un den drouk, dizonest ha divezh ne lavaran ket. Emañ o klask war ma lerc'h abaoe ur pennad, dre voustamalloù diabeg ; ne'm boa ket respontet dezho. Goulennet em eus digantañ paouez gant e heskinerezh, en aner moarvat. Gwelet e vo. Trugarez deoc'h evit ho kerig ! A galon, — Keritiad (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:16 (UTC)
- Goût 'ouzon. Gwelloc'h eo chom hep respont, pa c'haller evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:38 (UTC)
- Demat, Chomit zen rak pep den onest amañ a oar ar perag hag ar penaoz eus an istor ha, dreist-holl, kendalc'hit da sevel (ha reizhañ) pennadoù hep ober van ouzh an atahinoù. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Mez 2019 da 13:27 (UTC)
- Goût 'ouzon. Gwelloc'h eo chom hep respont, pa c'haller evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:38 (UTC)
Phoenicopterus ruber
[kemmañ ar vammenn]Salud deoc'h,
Ha ne vefe ket reizh terriñ an adkas bet graet gant Couiros22 eus Flammeg Amerika da Flammeg Karib, ha lakaat unan kontrol ? A galon, — Keritiad (kaozeal) 5 Mez 2019 da 08:02 (UTC)
- Salud ivez, Feiz, n'ouzon ket re petra respont deoc'h. Ha goût a rit perak e oa bet anvet ar pennad « Flammeg Amerika » gant e voulc'her ha dibabet « Flammeg Karib » gant tud TermOfis OPaB ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2019 da 09:43 (UTC)
Salud deoc'h, Ha gallout a rafec'h teuler ur sell ouzh ma c'hemennadenn, mar plij ganeoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Mez 2019 da 12:34 (UTC)
Salud deoc'h, Ha kompren a rit talvoudegezh ar frazenn diwezhañ er rann « Doareoù pennañ » ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2019 da 17:08 (UTC)
- Salud deoc'h ivez,
- Yes! « Most of the insects consumed were harmful to agriculture and forests » a lenner e pennad Acta Zoologica Sinica ; dav eo reizhañ ar yezh hag ouzhpennañ al liamm war-du ar pennad. C'hwi pe me a raio ? — Keritiad (kaozeal) 17 Mez 2019 da 17:21 (UTC)
- Graet ; Sibiria zo en anv al labous diwar ar ruseg, a gaver e Siberia. A galon, — Keritiad (kaozeal) 17 Mez 2019 da 18:54 (UTC)
Salud ha trugarez deoc'h, A-drugarez d'ho respont emaon o paouez gwelet e oa kaoz eus un embanadenn skiantel sinaat, loba ac'hanon. Petra 'vo graet : cheñch lunedoù pe daoulagad ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mez 2019 da 07:56 (UTC)
Demat ha trugarez deoc'h, Kalz lennusoc'h eo er mod-se, ya. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2019 da 13:33 (UTC)
Pennadoù diwar-benn an nijerezed brudet
[kemmañ ar vammenn]Demat, Ne zougan tog ebet war ma c'hokenn ; a-hend-all em befe e dennet ken lâret deoc'h : gourc'hemennoù ! Diskouezet 'peus splann e oa tu da sevel meur a bennad a galite e nebeut amzer. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mez 2019 da 09:28 (UTC)
Rummatadur ar bevien
[kemmañ ar vammenn]Er bajenn Kevrennad e kaver ar renkoù : riezad, renad, skourrad. Hogen, e pennadoù all e kaver : damani (ha neket riezad), riezad (ha neket renad), skourrad. Marteze e vefe mat unvaniñ un tamm… Tro ho peus bet da welet an dra-se gant Kadwalan (kaozeal) ? Ha gouzout a rit ha testeniekaet eo unan eus ar gerioù « damani » ha « renad » evit ar rummouriezh ha perak ne gaver ket al lostger -ad en hini kentañ evel e anv ar renkoù all ? Baleer (kaozeal) 23 Gwe 2019 da 07:15 (UTC)