Ketupa ketupu

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ketupa ketupu
Buffy Fish Owl (13970734248).jpg
War ribl ar stêr Kinabatangan
Sabah, Malaysia (2014)

Status iucn3.1 LC.svg
Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Strigiformes
Kerentiad : Strigidae
Genad : Ketupa
Anv skiantel
Ketupa ketupu
(Horsfield, 1821)
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.

Bihanañ evn-preizh-pesketaer ar genad Ketupa er c'herentiad Strigidae eo Ketupa ketupu, a vev en Azia.

Doareoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E zoo Praha (2010)

Bras a-walc'h eo al labous, a zo spesad skouer ar genad Ketupa, hogen an hini bihanañ eo er genad. Etre 38 ha 48 cm eo e hirder, etre 1 ha 2,1 kg a bouez a vez ennañ (1,2 kg o vezañ ar geidenn).
Fuilhet hag a-led e vez e gribennoù-plu. Dispis eo kantenn an dremm, hag etre an daou lagad melen gronnet a zu emañ ar pigos, pa vez izeloc'h e spesadoù all ar c'herentiad. Gell splann eo e bluñv, gant brizhelloù ha barrennoù du el laez ha roudennoù moan en traoñ ; sklaeroc'h e vez ar re yaouank. Berr eo al lost, ha ront eo pennoù an eskell pa vez al labous war nij. Hir ha dibluñv eo an divesker.
Evit merkañ e diriad e kas Ketupa ketupu ur steudad hopadennoù berr stirlinkus ; ur chourikadenn tanav ha klemmus eo e hop pa ya e darempred. [1] Trouzus e vez al labous da vare ar gouennañ, ha gouest eo ar c'houbladoù da ganañ a-zaouad e-pad un nebeud munutennoù. [2]

Evel en holl spesadoù ar genad Ketupa ez eus kribennoù kalet dindan an treid, evit gallout tapout krog e preizhoù riklus evel ar pesked. Dre zoare e zivesker hag e dreid e ouzer eo boas al labous da dapout loened dour, pa gaver an hevelep tresoù e laboused-preizh all evel Pandion haliatus, an erer-spluj. Dibar avat eo treid Ketupa flavipes, p'en deus melloù krabanoù kreñv ha kromm gant ul lavnenn lemm dindan ar biz kreiz ha lavnennoù bihanoc'h ken lemm all ouzh ar bizied all, par da re ar genad Bubo.

Ur perzh dibar all eo e ya an evn-preizh-se da batouilhat en dourioù bas evit pesketa, padal e chom al laboused pesketaer all hep glebiañ an disterañ tamm eus o c'horf war-bouez o zreid. N'eo ket flour e bluñv, n'en deus ket pluñvennoù tanav par d'ar blev a gaver ouzh an touded all hag a servij dezho da nijal didrouz evit preizhañ. Trouzus eo e nij pa flap e velloù eskell ; peogwir e ya da besketa ne ra van ebet al labous eus an trouz, setu perak ez eo ken dispis bevennoù e zremm rak seul bouezusoc'h ar son evit preizhañ, seul zonoc'h kantenn an dremm.

War an deiz e chom Ketupa ketupu en e unan e lec'hioù teñval evel deil stank ar gwez. Spontidik hag atav war evezh e vez al labous, alies e vez dihun a-raok bezañ gwelet gant un den.

Boued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pesked, kranked ha raned a ya d'ober an darn vrasañ eus boued Ketupa ketupu, heuliet gant stlejviled, tousegi ha grilhed-dour. Damheñvel eo e reol-voued ouzh hini an touded-pesketaer all : pa ne gav ket al labous e voued boas e tro war-du razhed, logod, amprevaned bras ha zoken logod-dall. Evel an toud-peketaer rous eo bet gwelet o tebriñ gagnoù.

Annez hag isspesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Azia ar gevred e kaver ar spesad, adalek biz India ha Myanmar ar Su betek Kambodja, Laos, Viêt Nam, Thailand, Malaysia, Sumatera, Bangka, Papoua Ginea-Nevez, Brunei, Papoua Ginea-Nevez, Indonezia, Inizi Riau (en Indonezia ivez), Bali, Borneo ha Java. Ul labous zo bet gwelet en Inizi Cocos (Keeling), a zo 1 050 km a-vaez da Aostralia, ha kredet ez eus bet gwelout unan all e Kalifornia. [3]

E koadegi trovanel gleb e vev al labous, e-kichen dour (stêrioù, lennoù, peskerezhioù kenwerhel ha rizegi). Gouest eo da vevañ e-kichen kêriadennoù met e lec'hioù digenvez didud en e gaver ivez. Eus live ar mor betek 1 600 metr eo uhelder e annez boas.

Ken ledan eo annezva Ketupa ketupu ma kaver vioù – arwenn, 57 x 47 mm o mentoù keitat – etre miz C'hwevrer betek miz Ebrel e lod tachennoù, eus miz Mae betek miz Gouere e lod all (Java ar reter, da skouer) ha zoken eus miz Gwengolo betek miz Genver e Malaysia.
Evel an touded-pesketaer all ne sav Ketupa ketupu neizh ebet, trawalc'h eo dezhañ ur bodad raden bras (Asplenium nidus), pe raden o kreskiñ war skalf skourroù bras ur wezenn uhel, war gweleadoù orkide pe en un toull e kef ur wezenn. A-wechoù e ra gant neizh dilezet ul labous bras all.
Ur vi hepken a vez dozvet gant ar barez, a c'hor anezhañ e-pad 28 pe 29 devezh ; c'hwec'h sizhun goude bezañ bet ganet e c'hall ar ploged nijal.

Isspesadoù
  • Ketupa ketupu ketupu (Horsfield, 1821) e Bali, Borneo, Bangka, Inizi Riau, Java, Malaysia ha Sumatera.
  • Ketupa ketupu aagaardi (Neumann, 1935) eus Asam ar Su betek Thailand ha Viêt Nam.
  • Ketupa ketupu minor (Neumann, 1936) en Enez Nias en Indonezia, a-vaez da aodoù kornôgel Sumatra.
  • Ketupa ketupu pageli (Büttikofer, 1896) e biz Borneo.

Statud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus kudenn ebet evit poent gant ar spesad, rak stabil eo ar boblañs.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(fr) Chouettes & hiboux, Éditions du Gerfaut, 2019 (ISBN 978-2-35191-195-2)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikispecies-logo.svg
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. TAYLOR Marianne, op. cit.
  2. (en) KÖNIG, Claus & WEICK, Friedhelm : Owls of the World, Christopher Helm, 2009 (ISBN 978-1-4081-0884-0)
  3. Kartenn GIBF.