Flammeg Karib
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Phoenicopteriformes | ||
Kerentiad : | Phoenicopteridae | ||
Genad : | Phoenicopterus | ||
Anv skiantel | |||
Phoenicopterus ruber Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Flammeg Amerika (Phoenicopterus ruber), anvet Flammeg Karib betek ma voe kavet hiniennoù en Inizi Galápagos, zo un evn hirc'harek kar d'ar Flammeg boutin (Phoenicopterus roseus) ha da Flammeg Chile (Phoenicopterus chilensis). Ar Flammeg nemetañ a zo annezour e Norzhamerika eo.
Da isspesad ar Flammeg boutin e veze lakaet, met de ziouer a brouenn sonn ez eo bet kemmet e statud gant kevredigezhioù evnoniourien er Rouantelezh-Unanet hag en SUA.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labous bras arruz-roz e bluñv eo Phoenicopterus ruber. Bihanoc'h eo Flammeg Amerika eget ar Flammeg boutin, met ar brasañ Flammeg a gaver en Amerika eo. Etre 1,20 ha 1,45 m eo o ment ; 2,8 kg a bouez keitat zo er pared, ha 2,2 kg er parezed. Rozeo pluñv al labous, flammoc'h eget hini ar Flammeg boutin. Ruz eo gorre an eskell, ha du ar pluñvennoù dindan. Gwenn ha roz ivez eo ar pigos, du ar vegenn anezhañ. Roz penn-da-benn eo an divhar.
Stabil e vez ar c'houbladoù pa vezont o sevel un neizh, o c'horiñ hag o prederiañ ar ploged, met alies e c'hoarvez embaradur a-vaez d'ar c'houblad.
Ar pared a voulc'h al lez, hogen ar parezed a vez mestrezed war an darvoudoù. Pa vez-hi dedennet gant an embarañ e kerzh davit ar par ha mar bez hennezh a-du e kerzh ganti. Kempred e vez o c'herzhed betek ma vez torret gant unan eus an daou labous. Pa vez skañv al lez e kerzhont gorrek gant o fennoù savet, ha pa zeu siriusoc'h e kerzhont buan gant o fennoù izelaet evel pa vijent o tebriñ. Echu eo al lez pa dro ul labous hep bezañ heuliet gant egile : sevel o fennoù a ra an daou labous neuze, digempred ha gorrek e teu o fiñvadennoù. Mard asant ar barez d'an embarañ e paouez da kerzhout hag en em ginnig d'ar par.
Dibaot a wech e voulc'h ar c'houbladoù kozh ul lez ; alies e chomont en o sav o kousket pe o tebriñ kichen-ha-kichen.
Evel an holl Flammed e tozv vioù gwenn war ur grugell fank ha drailhoù plant etre miz Mae ha miz Eost ; etre 28 ha 32 zevezh e pad ar goriñ. Koulz ar par hag ar barez a ra war-dro ar ploged, a zo gwenn o marblev pa zigloront a-rak ma kreskfe pluñv gris warno.
Ingalet e vez an amzer etre ar par hag ar barez pa reont war-dro ar vioù
Unan eus al laboused a vev ar pellañ eo Flammeg Amerika, pa c'hell bevañ betek 40 bloaz.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hidtrigat eo al labous, da lavarout eo e kav e voued el lec'hid : larvenned-dour ha chevr a dapont dre silañ an dour gant o figos kromm.
Evel ar spesadoù Flammeged all e c'hall Phoenicopterus ruber bezañ tremeniat war hedoù bihan pa vez bet kemmet o endro boas, pa gresk live an dourioù peurliesañ rak ne c'hallont mui kavout o boued. Ned eont ket gwall bell, met gouest int da nijal war yun.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra pergen Mor Karib hag Inizi Galápagos
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an evnoniourien e vez renket ar Flammeg Amerikan en urzhiadPhoenicopteriformes.