Kaozeadenn Implijer:Jeannotin
Wikipedia zo skrivet e peurunvan. Pep pennad a vo laket e peurunvan, abred pe ziwezhat. 192.134.241.43 26 Du 2013 da 07:20 (UTC)
- Mersi braz doh, courajus-tre ê chom masket. Eürusamant mé bajenn din chomo dé vitchiénet 'vel meus c'hoant Jeannotin (kaozeal) 26 Du 2013 da 15:21 (UTC)
Demat dit. Pa cheñcher un titl evit ur pennad eo dav reiñ da c'houzout perak, dreist-holl pa'z eo evit degas mesk evel ma c'hoarvez bremañ gant an daolenn. Ul lec'h a-fetepañs a zo evit se war ar bajenn adenvel. Pa lakaer danvez eo ret reiñ daveoù evit prouiñ ar pezh a skriver. An daveoù-se a rank bezañ daveoù "diavaez", da lavaret eo skrivet er-maez eus ar Wikipedia. Ar re siriusañ eo ar re wellañ evel-just (levrioù, studiadennoù…), reiñ anv al levr, ar bajenn... Da skouer, skrivet 'teus e oa Ilfinieg war an harzoù etre an Osismied hag ar Goriosolited. Evit ma c'heloù eo ar c'hentañ gwech din klevet an dra-se, mat e vefe diskouez orin an ditour-se a ya a-enep ar pezh a vez lavaret gant an istorourien o deus pledet gant ar mare-se… A galon--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 12 Gwe 2014 da 19:05 (UTC)
- N'ho poa ket gwelet ar pezh am boa skrivet deoc'h, pe n'ho peus ket dalc'het kont anezhañ. N'haller ket cheñch un titl hep reiñ an abeg, na reiñ dave ebet. Ouzhpenn-se em eus lakaet gerdarzhioù n'eont ket gant ar pezh ho peus meneget ha degaset hep dave. Adlakaet ganin an titl orin testeniet eta.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Her 2014 da 16:58 (UTC)
Dao ! Unan all eskumunuget ! :-)--Prieladkozh (kaozeal) 6 Her 2014 da 17:59 (UTC)
- Displeget em boa plaen an traoù d'an implijer, lezet amzer gantañ da respont (4 sizhun) ha lezet em eus an traoù degaset gantañ war ar bajenn.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Her 2014 da 18:35 (UTC)
192.134.241.43 = CRI Université Rennes 2 = Bianchi-Bihan. Kompren neb a c'hallo, pa vez berped é c'hourc'hemenn groñs ha dichek ma vo "sinet" o zraeù get an dud arall !
Digouêt é toud an efer-ma dre mé fôt, Trec'hlid mitonet 'neuz grêt petra oa ar guella, 'vitoñ. N'on ket intereset ga Wikipedia tchin. Komprennet 'meuz lar oa tchiet emzao skriv' e brezoneg, guelloh é skriv' e galleg ziwa-benn ar brezoneg. Mar 'peuz hoant de hoûd petra zoñjan deuz ar pez so 'tigoueo ba Breiz-Izel, lennët ar Forom Babel ! Jeannotin (kaozeal) 6 Her 2014 da 19:14 (UTC)