Kaozeadenn Implijer:Benoni/Diell 3

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Diell Ul lodenn eus ur gaozeadenn bet diellaouet eo an destenn-mañ. Mar fell dit respont da dra pe dra skrivet amañ e ranki hen ober war ar bajenn gaozeal pennañ stag outañ.

Daou c'her

  • Impalaeriezh trevadennel c'hall: ne welan abeg ebet d'oberar c'hemmadur
  • Perak lakaat Chennai da drevadenn c'hall kozh? Neuze e vije ret lakaat ar Malvinas e-barzh ivez. Bianchi-Bihan 9 Ebr 2007 da 05:31 (UTC)

An dra-mañ am eus kavet war ma fajenn emginnig. N'am eus ket savet ar patrom. N'am eus graet nemet treuzfurmiñ ar patrom savet gant Fulub: lakaat ur programmig e barzh evit ma vije tu e serriñ...Benoni 9 Ebr 2007 da 09:55 (UTC)

Ne gavan ket eo ganin e vez ankouaet rummadiñ ar muiañ.Bianchi-Bihan 10 Ebr 2007 da 03:56 (UTC)

Sikour

Ne zeuan ket a-benn da adtapout ar sk-mañ: Marteze e c'hellot un dra bennak..Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Ebr 2007 da 21:16 (UTC)

Tierniezh/tiernelezh

Respontet am eus. Perak ET?--Kadwalan 18 Ebr 2007 da 13:13 (UTC)

Diskouez

Salud dit ! Ar ger diskouez a gaver er patromoù savet ganit nevez zo (broioù, stadoù) a skriver hep H e peurunvan. N'on ket gouest da reizhañ an dra-se er patrom avat. A galon.--Llydawr 18 Ebr 2007 da 17:46 (UTC)GraetBenoni 18 Ebr 2007 da 18:28 (UTC)

Daoust hag un abeg bennak 'peus da skrivañ diskouezh gant un H er patromoù savet ganit ? Em geriadurioù (Hemon, An Here, Favereau) eo skrivet diskouez hep H en dibenn. Ma reomp gant ar peurunvan, gwelloc'h ober gantañ penn-da-benn, a gav din. A galon, --Llydawr 19 Ebr 2007 da 20:45 (UTC)

Salud dit ! Arabat kemer evit ur "rebech" ar pezh na oa nemet un evezhiadenn. D'an 18 a viz Ebrel em boa lakaet ur gerig war da bajenn Kaozeadenn, peogwir em boa gwelet ar ger Diskouez skrivet gant un H en dibenn, e patromoù krouet ganit. Dre ma welen c'hoazh ar ger diskouezh er patromoù, d'an 19 a viz Ebrel, em eus kredet sevel ar goulenn : Daoust hag un abeg bennak 'peus da skrivañ diskouezh gant un H ? Hiziv e welan ar ger skrivet mat war ma skramm, ha gwell a se ! Digarez ac'hanon, marteze e teue ur stumm kozh war ma skramm. Seurt traoù a c'hoarvez a-wechoù. Un dra all, pa soñjan : gwelloc'h e kavan an anvadur Kumuniezh ar broioù portugalek, a lenner er pennad portugaleg, krouet pell zo, eget an titl bet lakaet ganit, Kumuniezh ar Broioù a Yezh Portugeg. N'eo ket ur rebech... ur soñj hepken ! A galon, --Llydawr 21 Ebr 2007 da 13:43 (UTC)

Demat. Ok, ar gêr rebech na oa ket dibabet mat. Souezhet oan just e adgoulennfes div wech an hevelep tra pa 'm oa graet ar c'hemm diouzhtu war lerc'h ar wech gentañ. Evit Kumuniezh ar Broioù a Yezh Portugeg pe Kumuniezh ar broioù portugalek, e gavan gwelloc'h ar pezh 'm eus kinniget dre m'eo tostoc'h eus ar yezh orin. E galleg da skouer e reont gant "Communauté des pays de langue portugaise" ha pas gant "Communauté des pays lusophones" pe "Communauté de la lusophonie".Benoni 22 Ebr 2007 da 21:31 (UTC)

Salud dit ! Klask a rin displegañ perak ne gavan ket mat an anvadur Kumuniezh ar Broioù a Yezh Portugeg. Da gentañ eo dianav ar ger portugeg din ha da'm geriadurioù. Evit envel yezh Portugal e ra ma holl c'heriadurioù (Roparz Hemon, An Here, Favereau...) gant portugaleg. Da eil e anavezan daou anv-gwan evit treiñ an anv-gwan gallek portugais : portugalat evit ar pezh a denn d'ar vro ha d'an dud (du Portugal), ha portugalek evit ar pezh a denn d'ar yezh (en langue portugaise, de langue portugaise). Evit lavarout des écrivains de langue portugaise e lavarfen skrivagnerien bortugalek ha n'eo ket un dra bennak all. Hag evit treiñ Países de língua portuguesa e lavarfen broioù portugalek, evel m'en deus graet an hini en deus savet pennad portugaleg (= pt:Língua portuguesa, en:Portuguese language). A galon, --Llydawr 23 Ebr 2007 da 21:57 (UTC)

P'emaon o tremen dre amañ, krediñ a ra din bezañ reizhet un dra bennak *portugek/portugalek er sizhun all dre eno. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 03:05 (UTC)

tierniezhioù

Trugarez da vezañ kemmet ar patrom diwar-benn an tierniezhioù hag evit an taolioù sikour all ivez evel just! E oan o vont da reizhañ an *tiernezh" daonet ivez. --Kadwalan 19 Ebr 2007 da 10:10 (UTC)

Luc'hskeudenn

Salud. Afer 'm eus ag al lsk-mañ m.p.(Wiki saoznek):

Krim Belkacem

.

Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Ebr 2007 da 20:53 (UTC)

Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)

English Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)

Ne welan ket petra a vije d'ober. Bianchi-Bihan 2 Mae 2007 da 03:01 (UTC)

Led

Graet. Ouzhpenn e oa ma soñj lakkat an anv-se diouzhtu pa oa bet savet... abalamour d'al liammoù ruz. Kadbzh 2 Mae 2007 da 17:18 (UTC)

Sac'het ar skeudenn (taolenn) er pennad Erminig.Bianchi-Bihan 8 Mae 2007 da 12:36 (UTC)

Ne welan abeg ebet da ziverkañ Loir (ma komprenez un dra bennak, displeg din) na Noz: adkasoù zo a vez graet war-lerc'h fazioù, aze ne oa ket. Bianchi-Bihan 16 Mae 2007 da 04:59 (UTC)

'M eus aon e oa bet un tamm palvata d'ar pennadoù Noz ha Loir. A-hend-all, ma'z eo gwir on barzh, ne gomprenan ket perak e rez "barzh Loir" ac'hanon. Bianchi-Bihan 16 Mae 2007 da 12:03 (UTC)

Michiel de Swaen

Salud dit ! Mat eo din e vije ur rummad Skrivagnerien nederlandek rak, a-dra-sur n'eo ket ar skrivagner nederlandek nemetañ. Ma'm eus skrivet Skrivagner nederlandek, e-kichen Skrivagnerien Flandrez ez eo peogwir em eus gwelet e vez graet evel-se peurvuiañ (Rummad:Skrivagner brezhonek, Rummad:Skrivagner gallek, e-kichen Rummad:Skrivagnerien Breizh...). Kemeret em boa skouer war ar rummadoù-se zo en implij abaoe meur a viz pe meur a vloaz. A galon. --Llydawr 16 Mae 2007 da 20:29 (UTC)

Urzh zo da lakaat aze, sur. n'eus nemet lakaat skrivagnerien e pep lec'h.
Gwelet em eus ur pennad oc'h ober gant ar ger bedallat, difluket a n'ouzon dare pelec'h. Gwelloc'h ober gant arallved, evel arallvro, a zo en un toullad geriadurioù.Bianchi-Bihan 18 Mae 2007 da 07:29 (UTC)

vandalerezh

Sell ouzh ar vandalerezh war pajenn ar c'hemmoù diwezhañ.--Kadwalan 18 Mae 2007 da 18:34 (UTC) Mil Trugarez. Pebezh loen brein anezhañ! Stankañ "Bet na ri" a veze lavaret gwezhall : betek ar ri, da lâret eo distro Jezuz, roue ar bed, sañset--Kadwalan 18 Mae 2007 da 18:34 (UTC)

Boden, dinec'h on o welet e c'haller nullañ buan ar reuz a vez graet. Hegazus eo avet. Pebezh koll amzer! Ha pebezh kasoni pe sotoni a ranker da gaout evit ober seurt traoù memes tra!--Kadwalan 18 Mae 2007 da 19:37 (UTC)

Brezhonekaat rummadoù ?

Ok, penaos brezhonekaat ar rummadoù ?--Luzmael 22 Mae 2007 da 20:12 (UTC)

Pajenn degemer

Ya, gouzout a ran ez eus ur bajenn 2007 e Breizh (ganin eo bet krouet :-)). Met ne vez ket implijet kalz, siwazh. Klask a rin ober. --Llydawr 22 Mae 2007 da 21:36 (UTC)

Tavarn

Klasket em eus embann ar pennad-mañ en davarn, met ne ouien ket ober, pe ne ya ket en-dro. D'am soñj e c'hallfe pep hini eus an 10 pe 11 wikipedia-mañ kas ur c'hemenn bennak evel-hen d'ar c'hazetennoù. Lavar din petra a soñjez.

Anv zo eus ar wikipedia brezhonek en Express (embannadur Breizh hepken) diwezhañ. Des articles de presse, comme Philosophie magazine de mai 2007, mentionnent de temps en temps le wikipédia français et ses 499 000 articles.

Rarement ces journaux et magazines français signalent qu’il s’agit d’une wikipédia francophone, et que tous les pays francophones d’Europe, d’Afrique, d’Asie, d’Amérique, d’Océanie, sont parties prenantes : le francocentrisme parisien est mondialement connu.

Encore plus rarement, autant dire jamais, ces journaux ou magazines français, quand ils parlent de wikipédia français, ne signalent les wikipédias dans des langues de France autres que le français (langues dûment répertoriées par la très officielle [aux langues de France ] :

Ces langues peuvent être divisées en deux catégories :

  • les langues « françaises » transfrontalières (anticonstitutionnelles en France, généralement reconnues hors des frontières françaises), qui représentent 99 740 articles wikipédiens, ainsi répartis
    • le catalan 61 400
    • le basque 18 000
    • l’occitan 7 700
    • le francique (mosellan et luxembourgeois) 5 800
    • l’alémanique (qui inclut l’alsacien) 2 780
    • le normand (des îles anglo-normandes et du continent), 2 160
    • l’arpitan ou franco-provençal (Suisse et Val d’Aoste), 1 900
    • le flamand occidental, 1170.
  • les langues totalement incluses dans la république française qui représentent 19 570 articles wikipédiens, ainsi répartis:
    • le breton, 13 900
    • le corse, 5 200
    • le tahitien 470

Soit un total de 120 480 articles, qui sont aussi politiquement « français » que les 499 000 qui seuls retiennent l’attention des médias parisianocentrés. Il est vrai qu’ils ne sont pas politiquement corrects car rédigés dans des langues anticonstitutionnelles.

Il y a en fait 619 480 articles « politiquement français », mais seulement 499 000 qui sont politiquement corrects pour raison linguistique, à moins qu'ils ne soient linguistiquement corrects pour raisons politiques. Il y a donc un cinquième de la production en langues « françaises » qui est politiquement incorrect et qui, pour cette raison, n'est pas reconnu par la presse française, et ne mérite même pas d’être mentionné. Omerta. Grik ebet.

Shelley Konk 27 Mae 2007 da 20:58 (UTC)

Wikimedia Commons

Thanks you for help.
May you also translate this phrases? You can write translations here or put only translated text into templates.

~ putnik 28 Mae 2007 da 14:21 (UTC)

Loeiz XIV

Marteze e vije tu dit da ziverkañ "Loeiz XIV Bro-C'hall" pe da lakaat un adkas war-zu "Loeiz XIV (Bro-C'hall)" kuit da goll an istor. heñvel eo an danvez dre vras war-bouez fazioùigoù da vezañ reizhet. Trugarez--Kadwalan 29 Mae 2007 da 12:06 (UTC)

Liammoù etrewiki

OK. Aesoc'h e kaven an doare implijet ganin... Mod-all, evit ur bern penadoù bet savet ganin, n'eus netra (evit ar poent) er Wikioù arall. A galon. Klaod Kadbzh 29 Mae 2007 da 18:41 (UTC)


Końskowola - Poland

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola - just a few sentences based on http://en.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola ? Only 3-5 sentences enough. Please. 123owca321 30 Mae 2007 da 19:27 (UTC)

Brezelig

Salud dit. Krog eo Luzmael da skrivañ pennadoù db ar maenadoù, gant un niver bras a fazioù avat, koulz en titloù hag er pennadoù. Krog on da reizhañ ar pezh a c'hallan gant amzer rak n'on ket un arbennigour. Ret-mat, anat eo, tennañ ar bennlizherenn en doa lakaet en titloù, lakaat maenad el liester ha skrivañ anv reizh ar metal zo anv anezhañ (a-walc'h e vefe mont da welet e saozneg hag e galleg dre al liammoù etrewiki met ne ra ket) ha skrivañ anezhañ e peurunvan. Komañset en deus abaoe hiziv da zizober an adkasoù am boa graet evit kinnig penngerioù reishoc'h e meur a geñver. N'hallan ket kemm an traoù ma-unan evit doare. Ha gallout a rafes nullañ ar pezh en deus graet evel merour? Setu amañ daveoù e labour distruj diwezhañ :

  • (diforc'h) (ist) . . N Renkadur ar maenadoù/Arsenat Vanadat‎; 08:42 . . (+47) . . Luzmael (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Renkadur ar Maenad/ArsenatVanadat)
  • (diforc'h) (ist) . . N Renkadur ar maenadoù/Fosfatoù‎; 08:41 . . (+41) . . Luzmael (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Renkadur ar Maenad/Phosphat)
  • (diforc'h) (ist) . . Renkadur ar maenadoù/Molybdat Tungstenat‎; 08:37 . . (-358) . . Luzmael (kaozeadenn | degasadennoù) (Adkas war-du Renkadur ar maenadoù/Molibdatoù Wolframatoù)
  • (amañ e vefe ret skrivañ 'Renkadur ar maenadoù/Molibdatoù Tungstenat‎où'--Kadwalan 31 Mae 2007 da 09:28 (UTC)
Brezelig ebet !!!
Ar pennadoù da sevel int :
- Renkadur ar maenadoù/Arsenatoù Vanadatoù
- Renkadur ar maenadoù/Fosfatoù
- Renkadur ar maenadoù/Molibdatoù Wolframatoù pe Renkadur ar maenadoù/Molibdatoù Tungstenatoù
Avad ar pennadoù-se n'int ket c'hoazh troet e brezhoneg. Setu perag em eus adkaset (o c'hortoz ar stumm brezhoneg) ar pennadoù-se.
Evid Wolframat / Tungstenat n'ouzon ket ? Petra vo graet ?--Luzmael 31 Mae 2007 da 10:56 (UTC)
Kaozeet hon eus war bajenn Luzmael. A-du emaomp war a seblant. 'M eus aon ez eus bet graet ur fazi gantañ en implij an adkasoù. Skrivet em eus en e bajenn ar penngerioù a erbedan implij.--Kadwalan 31 Mae 2007 da 11:15 (UTC)

Trugarez. Gwir eo em bo ezhomm eoul-kalon. Ur gudenn zo avat ret eo atav kemm ar penngerioù evit reizhañ ar fazioù ha n'hallan ket ober ken evit doare abalamour ma'z eus adkasoù doubl.Skrivet em eus war pajenn Luzmael ar stummoù a erbedan--Kadwalan 31 Mae 2007 da 13:13 (UTC)

Réunion

Bonjour,

Est-ce qui ne faudrait pas fusionner les articles:

Merci de ton aide.

Vargenau 2 Mez 2007 da 18:12 (UTC)

Tout à fait: Graeteffectué.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 2 Mez 2007 da 21:47 (UTC)

Hiraet stankadenn

Divizet am eus hiraat ar stankadenn bet lakaat ouzh kont an implijer Bianchi-Bihan. Displegañ hiroc'h ma abegoù am eus graet war e bajenn bersonel. A galon, --Neal (Kaozeal) 4 Mez 2007 da 08:28 (UTC)

Merour

Kontant on. Petra a vefe d'ober estroc'h evit taoler evezh ouzh ar penadoù nevez?--Kadwalan 5 Mez 2007 da 22:01 (UTC)

Mat eo din. Noz vat.--Kadwalan 5 Mez 2007 da 22:21 (UTC)

Bot na wikipedia en galego

Saúdos dende a wikipedia en galego. ¿Importaríache facer a petición para que se aprobe o teu bot aquí? Tamén sería perfecto que creases unha nova conta para o teu bot có nome BenoniBot para diferencialo da conta de usuario. Moitas grazas. --Banjo 6 Mez 2007 da 11:25 (UTC)

Greetings from the galician wikipedia. Would you mind making a request for the approval of your bot here? It would be also great that you create a new accout for your bot with the name BenoniBot in order to distinguish it from your user account. Thank you very much. --Banjo 6 Mez 2007 da 11:25 (UTC)

  • Moitas Grazas. Un Saúdo. --Banjo

gl:User:Benoni e gl:User:BenoniBot

Ola Benoni, son un dos administradores da Galipedia e esta mensaxe está relacionada coas edicións de Benoni e BenoniBot na Wikipedia en galego. As edicións dun bot que non está marcado como tal serven para que os usuarios do wiki fagan un seguemento das súas accións e vexan se poden outorgar con garantías os permisos de bot. Por iso o número de edicións non debe ser excesiva, porque encher os cambios recentes dese tipo de edicións considerase pouco amigable. En consecuencia as edicións de BenoniBot non deberían superar as 20 ou como máximo 30 por día. Por outra banda sería conveniente que revisaras certas accións do bot porque semella que hai problemas cando hai que enlazar entre espazos de nomes, por exemplo co espazo de nomes Anexo na Wikipedia en castelán (exemplos: 1, 2, 3) ou en casos coma este no que o bot eliminou a ligazón interwiki entre o espazo Wikipedia e Aiuto da Wikipedia en italiano (podes comprobar aquí que o artigo en italiano si contén as ligazóns interwiki entre espazos de nomes). Un cordial saúdo. --Prevert 6 Mez 2007 da 19:49 (UTC)

Grazas polas correccións. Un cordial saúdo. --Prevert 6 Mez 2007 da 21:15 (UTC)

Ha poent bras vije dit deskiñ lakaat rummadoù ha liammoù etrewiki! Sellet Bethan Gwanas da skouer... Benoni (Kaozeadenn) 7 Mez 2007 da 08:59 (UTC)

Ur blijadur sentiñ ouzh hoc'h urzhioù, Aotrou. Bernez Bernioù 7 Mez 2007 da 10:01 (UTC)

C'hoarierion echedoù

OK. Gwelet. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 8 Mez 2007 da 09:26 (UTC)

Bannieloù

OK. Gwelet. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 9 Mez 2007 da 15:03 (UTC)

Yezhoù ar bed

Ne gomprenan ket re perak e tenez an holl bennlizherennoù. Reizh eo lakaat unan amañ peogwir emañ ar ger e-unan!--Kadwalan 10 Mez 2007 da 16:13 (UTC)

Krog e oan d'o lakaat abalamour ma seblant din ez eo ar reolenn reizh. Servijout a reont din ouzhpenn da lakaat kemm etre anvioù ar yezhoù troet hag ar re a chom. Petra eo da soñj?--Kadwalan 10 Mez 2007 da 16:23 (UTC)
A-du emaon ganit da 180%. Ret eo skañvaat ar rummad yezhoù ar bed, mod all ne servij da netra. Ne weler ket ar rummad yezhoù Europa zoken!--Kadwalan 10 Mez 2007 da 22:18 (UTC)
Graet eo.--Kadwalan 10 Mez 2007 da 22:43 (UTC)

Prennet an davarn

Da 4eur, Hag adarreda 6eur 30. : setu pezh a lennan:

Gwelet an tarzh evit Wikipedia:Kumuniezh/An davarn Prennet eo bet ar bajenn-mañ. N'haller ket degas kemmoù enni. Gallout a rit gwelet hag eilañ danvez ar bajenn-mañ.

Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 16:32 (UTC)

Tavarn

Paouez da livañ gevier war an tavarn: n'eo morse bet prennet, ha ne vo morse!!!!!!!!!!! Ar framm eo a zo prenet, peogwir n'eus ket da gemm ar framm. Ma na ouies ket implij an tavarn, n'eo ket dre ma fazi, met adlavar a ran hag e adlavarin kant gwech ma zo ezhomm: n'eo ket morse bet prennet an tavarn ha ne vo morse!!!!! Aze hon aet skuizh da vat gant da dagadennoù diehan. Ma gendalc'hes e savin klemm a enepdout!Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 11 Mez 2007 da 16:56 (UTC)

Marteze e fell dit lavarout n'ouzon ket lenn pezh zo skrivet? Hag am eus lakaet dit da welout sklaer a-us, evit ma komprenfes (ma fell dit kompren) ne livan ket gevier. Hag evel merour e servij ar gumuniezh emaout neuze o vont da zisplegañ din pelec'h e kavin an nor digor.
Prenañ a vez graet gant arc'hant, ha prennañ gant un alc'hwez.
Lavarout eo prennet an davarn (skrivet eo war ar bajenn) zo un dagadenn diehan? Gwir eo, paotr paour a oa unan ivez en deiz all! N'on ket sur e komzomp ar memes yezh atav. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 17:20 (UTC)

Gwelout a ran e teuez da reizhañ prenañ/prennañ war ma fajenn. N'eo ket ur soñj fall. Gallout a rajes bezañ deuet da zisplegañ din petra a oa a-dreuz ivez, met kement-se a vez graet gant merourien sikourus. Ma fell dit gwellaat da skrid c'hoazh e c'hallez ivez ober ar c'hemmadur tavarn/an davarn. Bianchi-Bihan 11 Mez 2007 da 17:41 (UTC)


ne welan ket e pelec'h emañ an dalc'h. n'emañ ket prennet an davarn na tamm ebet - o paouez on embann un tamm taol-esae enni ken aes ha tra (ha n'eo ket a-drugarez d'am c'hont stag outi gwirioù ispisial).--VF logo sans Text.svg Merour (Neal) (Kaozeal) 11 Mez 2007 da 18:38 (UTC)

Direizh

Moarvat emaout o vont da reizhañ an draig direizh a welan war ma skramm:

Implijer stanketDiwar Wikipedia, an holloueziadur digor Mont da : merdeiñ, klask 'Stanket eo bet ho kont implijer pe ho chomlec'h IP gant Benoni evit an abeg-mañ :'Bianchi-Bihan adarre!!!!!!!Gallout a rit mont e darempred gant Benoni pe gant unan eus ar verourien all evit eskemm ganto war se.



Embannet eo mammenn Wikipedia:Merour/Kadwalan a-is: Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 00:24 (UTC)

Direizh atav

Ne gomprenan ket re da c'hoari.
Atav e lennan:

Gallout a rit mont e darempred gant Benoni pe gant unan eus ar verourien all evit eskemm (sic) ganto war se. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 06:57 (UTC)

Hag atav "stanket" (sic) d'an eur-mañ. Hir eo un tamm. Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 10:03 (UTC)

Kompren a ran e fell dit ober skouarn vouzar. Neuze ec'h adlakin ivez ar pezh am eus tennet eus ma fajenn. Mat eo mod-s'?Bianchi-Bihan 12 Mez 2007 da 20:27 (UTC)

Yezhoù

Emaon o paouez gwelet e tistaolez ma c'hemmoù er rummad yezhoù gant da vot met gwiriañ ar c'hemmoù degaset ganin da gentañ mar plij! Ouzhpennet em eus liammoù etrewiki. M'eus ket c'hoant d'adober pep tra!--Kadwalan 12 Mez 2007 da 10:59 (UTC) Evit doare az teus diverket ar rummad "yezhoù ar bed". E-men e vo lakaet ar rummadoù dre gevandirioù?--Kadwalan 12 Mez 2007 da 11:05 (UTC)

Mat. Komprenet em eus. Adlakaet em eus al liammoù avat.--Kadwalan 12 Mez 2007 da 11:44 (UTC)

Bot

ha gouest e vefe da vot-te (pa'z po amzer evel-jsut) da gemmañ e pep lec'h morfemenn > morfem, ur vorfemenn > ur morfem, morfemennoù > morfemoù, div morfemenn > daou vorfem, morfemennek > morfemek? N'eo ket ret kas da-benn ar c'hemmoù-se diouzhtu - fellout a ra din goût hag-eñ e vefe tu d'hen ober ez-automatek. Trugarez.

'M eus aon n'ez eus doare simpl ebet evidon evit ober kement-mañ. Mont a rafe kalz buanoc'h d'ober se hep bot...Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 14:50 (UTC)

Gouel

Salut dit Benoni, emaon o labourat abaoe un nebeut sizhunvezhioù war ar pennad gouel (bageal)[1] (gorrek ez an war-raok dre ma n'em eus ket kalz a amzer), met setu va goulenn: penaos ober evit ma chomfe ar skeudennoù en o ranbennad hep bezañ oc'h aloubiñ ar ranbennad dindan? --Ronan 12 Mez 2007 da 17:05 (UTC)

Brüste

Ur bajenn da ziverkañ moarvat. Trugarez. Hepdale, ne'm bo ket ezhom da zirenkañ ac'hanout evit kelo-se marteze... --Kadwalan 13 Mez 2007 da 13:58 (UTC)

Status de bot de gl:User:BenoniBot

Ola Benoni. Foi aprobado outorgar o status de bot a BenoniBot na Galipedia. Desde hoxe mesmo está marcado como bot. Un cordial saúdo. --Prevert 14 Mez 2007 da 09:38 (UTC)

Moitas grazas!Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 09:41 (UTC)

Tech fall

Un dra vat eo kenlabourat evit difaziañ wikipedia, re a fazioù reizhskrivañ ha yezhadur enni. Un tech fall a zo avat ganit: chom hep difaziañ ha mont da ziskouez un tammig e pep lec'h az peus gwellet hemañ-hen oc'h ober fazi-mañ-fazi. N'eo ket wikipedia ur genstrivadeg reizhskrivañ. Pa wellez ur fazi: difazi. Ma wellez unan bennak oc'h ober kant gwech an hevelep fazi e c'hellez menegiñ dezhañ evel-just. Met re zo re: gw. da skouer amañ, amañ hag amañ (dindan 4 eurvezh)! Kement-mañ a lak un aergelc'h fall ha displijus war wikipedia!Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 14 Mez 2007 da 23:04 (UTC)

Evit komz eus aergelc'h fall ha displijus ne oa ket gwelloc'h evidout. Aes eo dit komz eus techoù ar re all, sell un tamm ouzh da re.
Gant da zoareoù ober am eus gwelet e-barzh ar pennadoù a labouren war o zro, hiziv c'hoazh, e kav din n'eo ket dit da reiñ alioù d'ar re all.
Ne zifazian ket pennadoù tud zo.

Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 23:22 (UTC)


Mouezhiadeg

Trugarez da vezañ votet evidon. A galon --Kadwalan 15 Mez 2007 da 09:42 (UTC)

D'am soñj e vije ur mennozh mat-tre diskenn diwar an uhel da zigreskiñ ment da anv, d'e skrivañ a-vent gant ar re all. Un doare parded. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 13:03 (UTC)

???Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 13:11 (UTC)

"Tabutoù"

Un dra da reizhañ: ar pennadoù nevez "tabutoù" fallanvet. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 13:21 (UTC)

N'on ket a-enep, met petra ginnigez? N'eus hini ebet eus ar pennadoù-se savet ganin... Ha siwazh n'eus liamm diavez ebet, setu ma ne ouezan ket da betra ra dave ar pennadoù-se e galleg: négociation? pourparlers? discussions? Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 13:30 (UTC)

Trugarez, met traoù all 'm eus d'ober eget komz gant mirourien a-seurt-se... spered arzel = 0 war skeul Richter... met stourm a rin memestra, gortoz e vefe echuet ar bajenn gant ar re-mañ... Malo 17 Mez 2007 da 16:56 (UTC)Malo

Sotoni

Ne raen nemet adkemer ur ger implijet gant unan all uheloc'h. Sell mat! Memes tra evel gant kaoc'h, taolet gant unan all en deiz all. 'peus ket soñj?
Tabutoù: n'eo ket te ar politikour?
Spered arzel: kaer e vo ober, ne vo biken en un anv, kentoc'h en oberenn. Ur skouer: emboltred.
Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:08 (UTC)

Adsotoni

Skrivet 'teus:

Ma 'z out fuloret a-enep Bianchi-Bihan eo gwelloc'h dit respont war pajenn kaozeadenn Pablo Picasso, e lec'h m'en deus displeget e oa "sotoni" ar mennozioù a zifenemp. Tu zo dit dougen klemm ouzh ar merour Implijer:Neal ivez, pa z'eo dizereat implij seurt gerioù war wikipedia. Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 16:49 (UTC)

Adlavarout a ran: sell mat a-raok tamall!!!

Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:31 (UTC)

N'em boa ket gwelet ar flatradenn nevez en taol-kentañ: diwall! Seurt boazioù a vez kemeret buan. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 20:45 (UTC)
Ne ran nemet displegañ d'un implijer nevez ez eus reolennoù, merourien, lec'hioù evit komz. Dipitus e vije gwelet tud yaouank Diwan kuitaat wikipedia dre fazi emzalc'h re reut tud zo...Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 20:53 (UTC)
Dre fazi: by mistake.
N'em eus flatret den ebet. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 21:37 (UTC)

Tabut

Evit respont d'az kemenadenn Benoni: Tabut a zo evidon un "débat", gwir eo e c'helfer cheñch gant emvod pe emglevioù met peogwir n'eo ket aet betek un emglev darn eus emgavioù bro C'hall hag Aljeria em eus divizet lakaat "tabut" evit ar pezh a sell ouzh an eskemmoù etre an daou vro hag a oa memestra o vrezeliñ. --Gwendal 17 Mez 2007 da 17:40 (UTC)

Evit "débat" e implijfen kentoc'h gerioù evel "dael" pe "breutadenn". Peseurt ger a vez implijet e levrioù klas termen Diwan? Sur out eo tabut?Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 17 Mez 2007 da 17:42 (UTC)
Tabut n'eo ket débat, n'eo ket bet biskoazh, nemet e roazhoneg. Gwelloc'h implij geriadur an Here. Bianchi-Bihan 17 Mez 2007 da 17:57 (UTC)

Bon, kollet 'm eus ar c'hrogad (sport ha ket e-keñver an arme...), implijout a rin neuze breutadeg(où). Trugarez deoc'h evit ho alioù. --Gwendal 18 Mez 2007 da 07:37 (UTC)

Diverkadennoù

Salud dit. Ne'm eus diverket netra a-youl. Ma'z eus bet diverket udb. ez eo hep goût din. C'hoarvezet e oa din ur wezh dija war pajenn an oberennoù troet e brezhoneg e-pad an dibenn sizhun. Ne gomprenan ket re petra zo kaoz.--Kadwalan 18 Mez 2007 da 11:00 (UTC)

Peoc'h

Diverket an traoù. Ma ne blij ket dit, lar din. Adlakaet e vint. Bianchi-Bihan 19 Mez 2007 da 12:02 (UTC)

Merour

Trugarez, ez an da bakañ ur ba'c'h--Kadwalan 19 Mez 2007 da 22:13 (UTC)
Jè hen fù zá, wo jǐ shi yè yu de. Evit lâret berr ez eo luziet an traoù un tamm. Gay tiān jiàn/kenavo. --Kadwalan 19 Mez 2007 da 23:05 (UTC)

Tu zo

Ma karez e tiverki ar pennad-se, emañ an danvez er pennad wikipedia: ar fazioù stankañ. Marteze e vije ret tennañ ar ger mell? Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 05:58 (UTC)

Furm

Mat e vije sellout en ur geriadur a-raok lakaat titloù evel-hen: Ar furm gwregel e brezhoneg. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 11:56 (UTC)

???N'eo ket bet savet ganin ar pennad! Ar pennad oa bet lakaet en ul lec'h fall, ha treuzkaset ganin amañ nemetken. Hervez an danvez a zo e barzh, e c'hellfe bezañ bet savet ganit...Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 20 Mez 2007 da 11:57 (UTC)
iskis: krediñ a raen anavezout un draig skrivet ganin, met n'anavezen ket an titl, ha ne welan ket ma anv en istor. A belec'h e teu an traoù-se?
Memes tra gant Listenn kronologel ar romantoù skrivet e brezhoneg ; kemmadur d'ober. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 12:01 (UTC)
Dont a ra eus ur rannbennad eus ar pennad merc'h kozh ma 'm eus soñj mat. Met pa welez un titl reizhskrivet fall e c'hellez e difaziañ diouzhtu. Leuskel a ran ac'hanout ober ar c'hemmoù eta.Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 20 Mez 2007 da 12:05 (UTC)
Gwaskañ a rez war ar gwiridig: paouezet on da gemm pennadoù zo pa welan anvioù zo. Hag aze ne gemmin tra. Ganit eo bet lakaet an titl fazius war-lerc'h freuzañ ar pennad merc'h. Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 12:18 (UTC)
Ma ra blijadur dit...Tournesol.png Benoni (Kaozeadenn) 20 Mez 2007 da 12:26 (UTC)

Deiziadoù

Ha gouzout a rez perak e kaver er pennadoù : "X a viz Gwengolo" (pe un anv miz arall) gant adkasoù etrezek "X + Gwengolo" e-lec'h ar c'hontrol?? Kompren a ran e vez ezhomm skrivañ buan pa lakaer deiziadoù met reishoc'h e ve ober ar c'hontrol evit a sell an adkasoù peogwir ne vez ket skrivet anvioù ar mizioù o-unan. Da skouer "13 Gwengolo" > "13 a viz Gwengolo". Marteze az teus klevet anv eus an dra-se?--Kadwalan 23 Mez 2007 da 12:15 (UTC)

Ya da, war-dro 365 kemm pe 365 x 2 neketa!!! Penaos kavout an dielloù-se??--Kadwalan 26 Mez 2007 da 20:51 (UTC)
Ne ouezan ket ken. Goulenn digant Paotr pe Neal, hag o doa kemeret perzh en diviz-se.~~

Hoc'h ali mar plij

Roit hoc'h ali diwar-benn ar c'hinnig kenteuziñ Alkides mar plij goude bezañ lnnet ar gaozeadenn amañ: Kaozeal:Alkides. Trugarez en a-raok, --Neal (Kaozeal) 26 Mez 2007 da 10:30 (UTC)

Taolennoù

Salud dit. Emaon o klask sevel ur patrom boest evit an elfennoù kimiek. Mont a ra war-rai=ok tamm-ha-tamm mat evit ar mare e vank un dra bennak din anat rak ne deuan ket a-benn da gaout an taolennoù a fell din e Patrom:Aktinidoù/ment hag e Patrom:Elfenn gimiek/taolenn beriodek korr. Me 'gav din e rankfen kavout un dra bennak ouzhpenn. N'eo ket ur patrom evit doare. Ha gallout a rafez disaouzanañ ac'hanon peogwir ez out un arbennigour war ar patromoù ha ar rummmadoù?--Kadwalan 12 Gou 2007 da 19:41 (UTC)

Galv d'ar verourion

Setu ur "galv" bet kaset da Gadwalan evel merour gant an implijer Bianchi-Bihan. Kavet am eus gwell e skignañ a-gevret gant ma respont d'an holl verourion evit ma vefe roet o ali gante. A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:16 (UTC)

Galv d'ar verourien db Dionysos Distrujet eo bet istor ha danvez kozh ar pennad gant Neal, ha nac'h a ra e adsevel, pe n'eo ket gouest d'ober.

Goulenn a ran ma vo barnet seurt drougober gant ar verourien all , evit lakaat un harz d'ar gwalldaolioù.

Ne vije bet kudenn ebet ma vije chomet sioul da c'hortoz ken em bije echuet an traoù, met e blijadur eo lakaat reuz em labour. Bianchi-Bihan 27 Gou 2007 da 07:08 (UTC)

Ur wezh all (aet on skuizh-divi oc'h adskrivañ ar memes tra gwezh ha gwezh all): n'em eus graet nemet lakaat e pleustr ur reolenn envel bet votet war ar raktres-mañ, ur reolenn na fell ket d'an implijer Bianchi-Bihan doujañ dezhi. Ar wezh-mañ eo bet ret din kenteuziñ daou bennad ha diverkañ ar pennad berrañ evit gallout adenvel ar pennad hirañ evit lakaat e ditl da doujañ d'ar reolenn envel sklaer war an dachenn-mañ.
Kollet eo bet ul lodenn vihan eus istor ar pennad koshañ ha berrañ, bet savet a-gent dindan ur stumm reizh e ditl hervez ar reolenn envel. Da lâret eo, berr-ha-berr, e oa bet savet ur penand doubl gant an implijer-mañ dre mont e-bioù d'ar reolennoù envel war an dachenn resis-mañ en un doare sistematek.
Respontet eo bet dre an hir nouspet gwezh d'an implijer-mañ amañ, amañ hag amañ ha taget on bet ivez ez-personel gantañ amañ.
Aet on skuizh-meurbet o rankout mont da reizhañ titl ar pennadoù savet gant an implijer-mañ ha neuze rankout lenn e rankfen bezañ "barnet" abalamour ma lakaan e pleustr reolennoù bet votet war ar raktres-mañ na fell ket dezhañ doujañ dezhe e-ser klask duañ ivez ma anv.
N'eo ket homañ ar wezh kentañ m'en em dalc'h evel-se ha m'ac'h a pelloc'h war an hent-mañ e kavan fur stankañ e gont outañ rak lakaat a ra un aergelc'h fall-spontus da ren war ar raktres-mañ dre vras. Neal (Kaozeal) 27 Gou 2007 da 16:08 (UTC)