Kaozeadenn Implijer:2.12.98.191
K) ISLAVARENNOU-STAG
[kemmañ ar vammenn]Ar ger-diaraok a zo rener pe renadenn eeun
[...]
808. Mar bez c'hoant pouezañ war ar stagañ e vez lakaet HAG dirak a : ur rodig hag a dro, a ra bro.
Lakaet e vez hag dreist-holl pa vez ar ger-diaraok kemeret en ur ster amstrizh :
Piv en deus graet an dra-se ? Un den hag a zo amañ, unan hag a welan.
(Lavarout a reor kentoc'h avat : an den a zo amañ, an hini a welan).
Bez' ez eus kalz tud hag a lavar,
Anvioù a zo hag o devez un dalvoudegezh all.
[...]. Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, SKRIDOU BREIZH, 1947, pajenn 419. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 08:53 (UTC)
LA SYNTAXE — ORGANISATION DE LA PHRASE COMPLEXE
[kemmañ ar vammenn]2. L'organisation de la phrase complexe
[...]
2.2. Les subordonnées
2.2.1. La relative
2.2.1.1. Forme affirmative
[...]
>Cette forme avec ha(g) est obligatoire avec un nom indéfini :
Ul lizher // hag a zo skrivet brav, Une lettre qui est joliment écrite.
Mont a rin da c'houlenn ouzh unan bennak // hag a oar an hent, J'irai demander
à quelqu'un qui connaît la route.
[...]. Eugène Chalm, La grammaire bretonne pour tous, An Alarc'h Embannadurioù, 2008, pajenn V-204. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 08:53 (UTC)
Merzout a ran hoc'h eus diwallet mat da chom hep menegiñ pezh a gaver en hevelep rannbennad e Yezhadur KERVELLA : "Unan ha na ev ket a win", "Bez' ez eus tud ha na lavaront ger", da lavarout eo HA NA, ha n'eo ket "ha ne" evel er "wirionez divrall" taolet deomp gant mestrig wikipédia. Skouerioù all a gaver e Yezhadur Trepos : "Un dra na gredfen birviken"
- N'eus gwirionez divrall ebet : skouerioù zo, hag an holl a zellez ur sell. Marteze out gouest ivez da gaozeal eus ar "wirionez divrall" taolet deomp gant mestroùigoù ar yezhadur? Me ne garfen ket kaout ar memes emzalc'h ha te. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 Eos 2016 da 12:45 (UTC)
N'em eus graet nemet adkemer traoù hag a oa bet kaset ganin d'an implijer Klemañ29 n'eus ket pell amzer. Gwir eo e kaver ar frazennoù-skouer emaoc'h o paouez degas amañ pellikoc'h er memes yezhadur ha n'em eus ket klasket o c'huzhat e mod ebet. Padal, peadra zo da lavaret diwar-benn ar stummoù "HA NA" pe "HA NE" dre ma c'heller lenn e-barzh Yezhadur ar brezhoneg a-vremañ gant Frañsez Favereau ivez : "→ 582. Les relatives en ha ne (& ha n'...), après un antécédent indéfini, sont les plus courantes : [...]." (pajenn 348). N'em eus ket komprenet mat piv eo "mestrig wikipédia" e gwirionez ?! Ar pezh a ouzon, bet desket diwar ma c'houst, eo e c'hall un orolaj diskouel kreisteiz ha hanternoz gant an hevelep bizied...--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 13:07 (UTC)
- Ha pell plijusoc'h ha sevenoc'h e vefe ma kemerjec'h un anv-implijer da-vat, 'zo kaeroc'h !--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 13:08 (UTC)
- Kerlaban (da Jilig). – Setu aze unan, avat, eus va anaoudegez ha ne c'hortozen ket e gaout aman, hizio, avat, war va hent ! Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban, 1922, pajenn 14.
- [...] ; met en ur penn anezhi, emeve, e vefe fardet dezhi ur c'horn-da-gousket ha na vefe ket re zisplijus. Pêr Denez, Glas evel daoulagad c'hlas na oant ket ma re, 1979, pajenn 62.
Ha gouest oc'h da lâret din petore skrivagner emañ ar wirionez gantañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 11 Eos 2016 da 13:28 (UTC)
- Evezhiadenn ebet ? Respont ebet ?--Prieladkozh (kaozeal) 15 Eos 2016 da 09:18 (UTC)
Homañ eo ar bajenn gaozeal evit un implijer dizanv n'en deus ket krouet kont ebet evit c'hoazh pe na implij ket anezhi. Setu perak e rankomp ober gant ar chomlec'h IP niverel evit anavezout anezhañ. Gallout a ra ur chomlec'h a seurt-se bezañ rannet etre meur a implijer. Ma'z oc'h un implijer dizanv ha ma stadit ez eus bet kaset deoc'h kemennadennoù na sellont ket ouzhoc'h, gallout a rit krouiñ ur gont pe kevreañ kuit a vagañ muioc'h a gemmesk gant implijerien dizanv all.