Kanton Mouster-al-Loc'h
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Kanton Mouster-al-Loc'h | |
---|---|
![]() Lec'hiadur kanton Mouster-al-Loc'h e departamant Liger-Atlantel | |
Bro | Breizh |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Broioù-al-Liger |
Departamant | Liger-Atlantel |
Arondisamant(où) | Arondisamant Sant-Nazer |
Kod kanton | 44 47 |
Pennlec'h | Mouster-al-Loc'h |
Kuzulierien Amzer gefridi | |
Stadegoù | |
Poblañs | 24 410 ann. (2012) |
Gorread | 114,29 km² |
Stankter | 214 ann./km² |
Adrannoù | |
Kumunioù | 4 |
kemmañ ![]() |
Kanton Mouster-al-Loc'h a oa anezhañ ur rann velestradurel eus Breizh, e departamant al Liger-Atlantel hag e rannvro Broioù-al-Liger (Frañs).
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe Kanton Mouster-al-Loc'h e 1790. Lakaet e voe e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg. E 1801 e voe diskaret ar c'hanton gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumunioù Mouster ha Donez e Kanton Sant-Nazer ha kumun Sant-Yoasin e Kanton Pontkastell-Keren.
Kumunioù (1790-1801)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanton Mouster-al-Loc'h a yae teir c'humun d'ober anezhañ :
- Mouster-al-Loc'h, penn ar c'hanton [1],
- Donez [2],
- Sant-Yoasin [3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Trinieg e 1913 diwar ul lodenn eus tiriad Mouster-al-Loc'h [4].
- Krouet e voe kumun Sant-Maloù-Gwersac'h [5] e 1925 diwar ul lodenn eus tiriad Mouster-al-Loc'h.
- Adsavet e voe ar c'hanton e 1973.
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanton Mouster-al-Loc'h a yae peder c'humun d'ober anezhañ:
- Mouster-al-Loc'h, penn ar c'hanton;
- Donez,
- Sant-Maloù-Gwersac'h,
- Trinieg.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diskaret e voe ar c'hanton e 2014 [6].
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Mouster-al-Loc'h
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Donez
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Yoasin
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Trinieg
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Sant-Maloù-Gwersac'h
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique