Kanaldude
Kanaldude | |
---|---|
Chadenn skinwel | |
Krouet | 1987 |
Perc'henn | Aldudarrak bideo |
Yezh | euskareg |
Bro orin | Euskal Herria (Iparralde) |
Statud | Chadenn brevez lec'hel |
Lec'hienn | kanaldude.eus |
Skignañ | |
IPTV | Orange TV : chadenn n°358 Freebox TV : chadenn n°948 |
Web | Ya |
Takad skignañ | Euskal Herria |
Kanaldude zo ur chadenn skinwel en euskareg staliet e Iparralde, al lodenn eus Euskal Herria a zo dindan ar Republik C'hall. Ur chadenn skinwel-perzhiañ eo, krouet e 1987 ha renet gant Ximun Carrère.
Ur chadenn brevez digoust eo, embannet gant Aldudarrak bideo, ur c'hevredad kevelouri perzhiañ evit ar produiñ kleweled en euskareg. Er penn-kentañ e oa skignet an abadennoù war lec'hienn Kanaldude, hag ivez evit abadennoù zo war chadennoù skinwel all : NOA e rannvro Akitania Nevez, Euskal Telebista en Euskal Herria, ha war chadennoù lec'hel an TNT (TVPI, Xaloa, Hamaika ). Abaoe 2022 e vez skignet Kanaldude dre an IPTV war boksoù Orange, Free ha Bouygues.
Kenlabourat a ra Kanaldude gant ar chadenn skinwel e brezhoneg Brezhoweb en ur eskemm programmoù[2],[3],[4] hag en ur genbroduiñ reportajoù a-wechoù[5].
Ur skinwel-perzhiañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur chadenn skinwel-perzhiañ eo Kanaldude, hag abalamour d'an dra-se eo ezel eus Kevread ar c'hleweled-perzhiañ[6].
Stummañ a ra ar chadenn ar sellerien a fell dezho kemer perzh, evit filmañ, frammañ, pe c'hoazh kinnig abadennoù en euskareg.
Programmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur chadenn hollek e euskareg eo Kanaldude, skignet e vez abadennoù a bep seurt, reportajoù, teulfilmoù, krogadoù sport pe darvoudoù sevenadurel war-eeun[7], c'hoarioù tele[8], pe c'hoazh talk-show.
Skignet e vezont war-eeun war Kanaldude, ha goude-se e vezont gwelet er VOD digoust war lec'hienn ar chadenn ha war hec'h arload.
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (eu) Nola ikusi, war lec'hienn Kanaldude
- ↑ Ar festival EHZ, ur skouer evit ar Vretoned ? - 4 munud e Breizh istitlet e euskareg, war lec'hienn Kanaldude, d'ar 27 a viz Eost 2024
- ↑ An okitaneg e Bearn - 4 munud e Breizh istitlet e euskareg, war lec'hienn Kanaldude, d'an 19 a viz Eost 2024
- ↑ Bañolet (film euskarek istitlet e brezhoneg), Brezhoweb, d'ar 5 a viz Gouere 2024
- ↑ Manifestadeg - Evit ma chomo bev hor yezhoù, reportaj kenbroduet gant Brezhoweb, Kanaldude hag Òc Tele, d'an 30 a viz Du 2019
- ↑ (fr) Kevread ar c'hleweled-perzhiañ, Kartenn an izili
- ↑ (eu) Korrikaren abiatzea eskainiko du gaur EiTBk, Euskal Irrati Telebista, d'an 30 a viz Meurzh 2017
- ↑ (fr) Un abadenn c'hoari evit ar vakañsoù, Sud Ouest, d'ar 16 a viz Gwengolo 2013