Mont d’an endalc’had

Amhrán na bhFiann

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kan broadel Iwerzhon)

Amhrán na bhFiann (distagadur iwerzhonek: [ˈəuɾˠaːn̪ˠ n̪ˠə ˈvʲiːən̪ˠ]) eo kan broadel Iwerzhon.

Daoust ma vez kanet en iwerzhoneg peurliesañ, e oa bet savet ar c’han-se, da gentañ, e saozneg. Skrivet e oa bet ar pozioù saoznek e 1907 gant an titl A Soldier's Song (Kan ur Soudard). Anavezet eo ivez gant an titl Amhrán Náisiúnta na hÉireann ("Kan broadel Iwerzhon").

Skrivet e oa bet ar pozioù saoznek gant Peadar Kearney ha savet e oa bet ar sonerezh gant Patrick Heeney e 1907. Embannet e oa bet er gazetenn republikan Irish Freedom e 1912. Lakaet e oa bet en iwerzhoneg gant Liam Ó Rinn.

Buan e oa deuet da vezañ ur c’han-bale gant an Irish Volunteers (ur strollad brogarourien armet). Kanet e oa bet gant emsaverien Emsavadeg Pask e 1916, gant ar vroadelourien a oa bet bac’het e kamp-bac’h Frongoch, e Kembre, goude an Emsavadeg, ha gant emouestlidi an Irish Republican Army (IRA) e Brezel Dieubidigezh Iwerzhon (19191921).

En deroù ne oa kan broadel ebet gant Stad Dieub Iwerzhon, ha n’eo nemet e 1926 e oa bet lakaet Amhrán na bhFiann da gan broadel ofisiel. Adalek ar mare-se e veze klevet bep noz, e dibenn an abadennoù skignet gant Radio Éireann.

Unanourien Hanternoz Iwerzhon a sell ouzh Amhrán na bhFiann evel kan broadel Republik Iwerzhon hepken, ha n’eo ket unan evit an enez a-bezh. Er c’hrogadoù rugbi, pa vez ur skipailh eus Iwerzhon a-bezh o c’hoari a-enep skipailhoù eus broioù all, e reer gant ur ganaouenn savet a-ratozh, anvet Ireland's Call.

Ne ganer peurliesañ nemet an diskan. Setu amañ ar pozioù anezhañ :

Amhrán na bhFiann A Soldier's Song Kan ar soudard
Sinne Fianna Fáil
Atá faoi gheall ag Éirinn
Buíon dár slua
Thar toinn do ráinig chugainn
Fé mhóid bheith saor
Seantír ár sinsear feasta
Ní fhágfar fén tíorán ná faoin tráill
Anocht a théam sa bhearna bhaoil
Le gean ar Ghaeil, chun báis nó saoil
Le gunna scréach, faoi lámhach na bpiléar
Seo libh canaídh Amhrán na bhFiann
Soldiers are we
Whose lives are pledged to Ireland
Some have come
From a land beyond the wave
Sworn to be free
No more our ancient sire land
Shall shelter the despot or the slave
Tonight we man the "bearna baol"
In Erin's cause, come woe or weal (well)
'Mid cannon's roar and rifles' peal
We'll chant a soldier's song
Ni eo soudarded an Tonkad[1]
O deus gouestlet o buhez da Iwerzhon.
Lod ac’hanomp zo deuet
Eus ur vro en tu all d'ar mor[2].
Touet hon eus da vezañ dieub.
Hor bro gozh hiviziken
Ne roio ket bod ken d'an tirant pe d'ar sklav.
Fenoz, deomp d'an talbenn[3]
Evit karantez Iwerzhon, betek ar marv.
E-kreiz trouz ar fuzuilhoù, dindan ar boledoù,
E kanimp deoc’h kan ar soudarded.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Troet diwar an iwerzhoneg ; e saozneg e lavarer : "Soudarded omp"
  2. Meneg zo aze eus Iwerzhoniz Norzhamerika.
  3. "bearna baoil" en iwerzhoneg = "foz an dañjer": an droienn-se a implijer alies en Iwerzhon evit ober anv eus talbenn ar brezel. Implijet e vez e prezegennoù saoznek ar :Republikaned zoken, evel homañ, da skouer, gant Gerry Adams e 2005