Ireland's Call
Neuz
Ireland's Call (Galv Iwerzhon) zo ur ganaouenn saoznek savet e 1995 gant ar pianoour ha sonaozer norzhiwerzhonat Phil Coulter (1942-) da-heul un urzhiad graet dezhañ gant Cumann Rugbaí na hÉireann (Kevread rugbi Iwerzhon).
Deuet eo da vezañ unan eus an daou gan broadel, a-gevret gant Amhrán na bhFiann, hag a vez kanet da-geñver holl grogadoù etrebroadel c'hoariet er gêr[1] gant skipailh rugbi XV Iwerzhon, bodet c'hoarierien Norzhiwerzhon ha Republik Iwerzhon ennañ.
Estreget ar rugbierien XV a gan Ireland's Call hiziv an deiz dre m'eo bet adkemeret ar ganaouenn gant skipailhoù hockey war leton, korfbal, kriked ha rugbi XIII Iwerzhon ivez.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Amhrán na bhFiann hag Ireland's Call kanet e Páirc an Chrócaigh (Dulenn) d'ar 24 a viz C'hwevrer 2007.
- Istor bihan ha bras Ireland's Call displeget gant Iwerzhoniz 'zo, Phil Coulter en o zouez, da-geñver an abadenn skinwel L'Équipe Explore.
- YouTube - Ireland's Call
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Evit ar c'hrogadoù c'hoariet e-maez Iwerzhon ne vez kanet nemet Ireland's Call.