Mont d’an endalc’had

Kaineüs

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kaeneos)
Kaeneüs
mythological Greek character
Reizh pe jenerTreuzc'hour Kemmañ
TadAtrax, Elatos (Lapit) Kemmañ
BugelCoronus, Eneus Kemmañ
Appears in the form ofgwaz Kemmañ
Present in workIlias Kemmañ
Kaineüs, hanter sanket en douar, da vat oc'h en em gannañ gant un den-marc'h, lekit atikat, war-dro 500-490 kent J.-K., mirdi al Louvre (CA 2494)
Kaineüs hag an dud-varc'h, engravet gant Bauer evit Metamorfozoù Ovidius.

Kaineüs (en henc'hresianeg Καινεύς Kaineús, e latin Caenus) a oa un haroz didrec'hus eus pobl al Lapited e gwengelouriezh Hellaz. Ur plac'h e oa pa oa bet ganet, ha Kainis (henc'hresianeg Καινις Kainis) e oa hec'h anv[1].

Anavezet eo kentañ lodenn ar vojenn dre Gatalog ar Maouezed : Kainis, merc'h Elatos, roue al Lapited, a voe gwallet en he yaouankiz gant an doue Poseidon, a ginnigas seveniñ ur mennad en eskemm. Goulenn a reas Kainis dont da vezañ ur gwaz didrec'hus. N'eur ket sur perak. Ne ro ket ar C'hatalog muioc'h a ditouroù ha n'eo ket splann displegadenn Akousilaos : Kainis a vije bet troet e gwaz « abalamour ma ne oa ket aotreet dezhi engehentañ bugale ». Poellekoc'h abeg zo roet en he respont da Boseidon en oberenn Ovidius[2]:

An dismegañs az teus graet ouzhin, emezi, ma atiz da c'houlenn, na c'hallin ket ken gouzañv ar seurt gantañ hiviziken. Ra ne vin ket ur vaouez ken, ha roet az to pep tra din.
Ovidius a ra anv eus Kaineüs e-touez chaseourien Kalydon (VIII, 305), evel Hyginus (CLXIII), a laka ivez e anv e-mesk re an Argonaoted (XIV)[3]. Met diwezhat eo an hengounioù-se moarvat, ha n'en deus Kaineüs roll ebet en darvoudoù-se. Ouzhpenn, meur a vugel en doe, hag a zo kontet ivez e-touez an Argonaoted : Koronos, Fokos ha Priasos (s.o. Hyginius XIV).

D'e emgann enep an dud-varc'h dreist-holl e tenn ar mojennoù arkaek diwar e benn. Ar pep brasañ eus an danevelloù, diwar skouer an Ilias, a laka an emgann da vare Banvez Peirithoos.

  1. Akousilaos a ro ur stumm Καινη Kainê ivez).
  2. Metamorfozoù, XII, 201-203
  3. Marteze abalamour d'ur c'hemmesk gant Keneüs (mab Koronos), un Argonaot all meneget gant Apollodoros ha meneget un tamm pelloc'h er memes arroudenn eus Hyginius ouzhpenn.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Timothy Gantz, Mythes de la Grèce archaïque, Belin, 2004, p. 499-500.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.