Mont d’an endalc’had

Treuzc'hour

Eus Wikipedia
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Un nevezc'her eo an termen treuzc'hour bet savet diwar ar saozneg transman. Implijet e vez evit komz eus tud treuzrevel bet renket evel merc'hed pa oant bet ganet pe c'hoazh tud etrereizhel bet lakaet da verc'hed diwezhatoc'h, da lâret eo tud gant ur rev ganel pe "biologel" benel, hag a sant ne glot ket an identelezh revel diavaez gant o revelezh gwirion diabarzh.

Ur stad-den pe identelezh revel gourel o deus ha fellout a ra dezhe en em derc'hel evel goured ha bezañ hervez patromoù ar gevredigezh liammet ouzh ar goured.

Lod a vez oberetaet pe a implij hormonoù evit lakaat o revelezh diavaez da glotaat gant o revelezh diabarzh. Lod all avat ne ra netra evit kemmañ o c'horfoù en un doare peurbadus ha gwiskañ a reont evel goured.

Lod a gav gwell e vefe graet goured pe paotred anezhe hepmuiken, lod all avat a ra kentoc'h gant termennoù evel hemañ evit ober un diforc'h etreze ha goured kizrevel.

Kemm a ra tuadur reizhel an dreuzc'houred a hini da hini ivez evel-just: un drederenn dioute a gav gwell darempredoù reizhel ha/pe karantezel gant goured all hag en em deskriv evel gae, un drederenn a gav gwell maouezed hag ar peurrest a zisklêr bezañ divrevel, hollrevel pe anrevel.

Evit komz eus tuadur reizhel tud treuzrevel hep ober dave d'ar rev-i e vez graet gant an termenoù androfiliezh evit komz eus an dud sachet war-du goured ha ginofiliezh evit ar re a vez sachet war-du maouezed.



Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.