Mont d’an endalc’had

Kárpátia

Eus Wikipedia
Kárpátia, Petrás János ar c'haner e 2012 gant banniel Hungaria a-dre 164v dezhañ.

Kárpátia zo ur strollad rock broadelour hungarat savet e 2003. Alies e vez adkemeret ganto kanaouennoù hengounel eus ar vro adsavet en un doare modern. Temoù kanaouennoù ar strollad a chom stag ouzh istor ar vro meulganet. Ar strollad a zo ennañ Attila Bankó (tabouliner), Tamás Bíró ha Levente Csizér (gitar), Gábor Galántai (klavieroù), ha János Petrás evit ar c'han ha gitar.

Ma 'z eo brudet ar strollad dre sevel sonerezh savet ha c'hoariet mat, chom a ra ur strollad enep-komunour a-grenn ha kilstourmer. A-wechoù e vez rebechet d'ar strollad bezañ dedennet gant ar mennozhioù nevez-nazi met hep prouenn sklaer. Meulganet e vez tudennoù istorel evel Miklós Horthy ha Ferenc Szálasi a vefe tostik-tost eus Pétain pe Francisco Franco evit Europa ar C'hornôg. Tevel a reont war ar fed e oant bet kablus eus ur politikerezh enep-yuzev.

Kárpátia e 2005.
Karpatia e 2007.
Skoed ardamez an tierniezh Árpád ur simbol implijet lies gant Kárpátia.

Eus un tu e roont bron da Viktor Orbán met eus un tu all e savont a-du gant ar Jobbik Magyarországért Mozgalom, ur strollad nevez-nazi hungarat. En o c'hanaouennoù e adkaver alies tem Hungaria veur, gant an douaroù hiziv dreist-holl e Roumania. Adkavout a reer ivez un harp a-grenn d'an unvezhioù hungarat a stourmas war Talbenn ar Reter a-enep an Arme Ruz. Kavout a reer raloc'h tem an Nyilaskeresztes Párt, ur strollad faskour ha kenlabourer hungarat gant an Alamanted.

Alies e vez adkavet pladennoù Kárpátia er Magyar top-40 eus an industriezh pladennoù en Hungaria Hangfelvétel-kiadók Szövetsége

  • 2003Hol vagytok, székelyek?
  • 2003Így volt! Így lesz!
  • 2004Tűzzel, vassal
  • 2005Hősi énekek
  • 2006Piros, fehér, zöld
  • 2007Istenért, hazáért
  • 2008Idők szava
  • 2009Regnum Marianum
  • 2009Szebb jövőt!
  • 2010Utolsó percig