Junio Valerio Borghese
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Italia, Rouantelezh Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Junio Valerio Borghese |
| Anv-bihan | Junio, Valerio |
| Anv-familh | Borghese |
| Deiziad ganedigezh | 6 Mez 1906 |
| Lec'h ganedigezh | Roma |
| Deiziad ar marv | 26 Eos 1974 |
| Lec'h ar marv | Cádiz |
| Lec'h douaridigezh | Basilica di Santa Maria Maggiore, Cappella Paolina |
| Tad | Livio Borghese, 11th Prince of Sulmona |
| Mamm | Valeria Maria Alessandra Keun |
| Breur pe c'hoar | Flavio Borghese, 12th Prince of Sulmona |
| Pried | Daria Borghese |
| Bugel | Donna Eleana Maria Nives Borghese, Don Paolo Borghese, Don Livio Borghese, Don Andrea Borghese |
| Yezh vamm | italianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
| Yezh implijet dre skrid | italianeg |
| Micher | politiker, submariner, milour, skrivagner |
| Bet war ar studi e | Italian Naval Academy |
| Strollad politikel | Italian Social Movement - National Right |
| Perzhiad e | Golpe Borghese |
| Grad milourel | capitano di fregata |
| Brezel | Eil Brezel etre Italia hag Etiopia, Eil Brezel-bed |
| Darvoud-alc'hwez | Golpe Borghese |

Junio Valerio Scipione Ghezzo Marcantonio Maria Borghese, ganet d'ar 6 a viz Even 1906 hag aet da Anaon d'ar 26 a viz Eost 1974, a oa ur c'homandant er morlu italian e-pad ren Benito Mussolini hag ar Strollad Broadel Faskour. Goude an Eil Brezel-bed e oa chomet leal d'an ideologiezh faskour. Lesanvet e oa bet neuze ar Priñs Du. E 1970 en doa kemeret perzh e steuñv un taol-stad gant nevez-faskourien, lesanvet ar Golpe Borghese gant ar mediaioù ur wech dizoloet. Goude ar c'hwitadenn e oa skampet kuit da Spagn Franco hag eno e chomas betek e varv e 1974.
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet a gostez a-fed politikerezh met ivez gant e familh, gwelet e oa evel "falskredour" ha paotr ar penn pellañ a lakae diaes ar peurrest eus ar familh nobl. Junio Valerio Borghese a zo marvet en un doare iskis ha trumm e Cádiz, Bro-Spagn, dres goude koan d'ar 26 a viz Eost 1974, pa oa 68 vloaz[1] Hervez an testenniñ marv, orin ar marv a oa "pancreatitis kreñv"; iskis eo rak ur mezeg a oa tremenet da welet ar priñs un nebeud devezhioù a-raok hag en doa embannet e oa yac'h. Posupl eo e vefe bet ampoezonet Borghese gant arsenik.[2].

Beziet eo bet e chapel ar familh Borghese er Basilica di Santa Maria Maggiore, e Roma.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jack Greene; Alessandro Massignani (2004). The Black Prince and the Sea Devils: The Story of Prince Valerio Borghese and the Elite Units of the Decima MAS. Da Capo Press. ISBN 0-306-81311-4.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (2004) The Black Prince and the Sea Devils : the story of Valerio Borghese and the elite commandos of the Decima MAS, 1., Cambridge, Mass. : Da Capo Press. 234–235 p. ISBN 978-0306813115.
- ↑ Borghese: indigestione o veleno?. Kavet : 8 a viz Kerzu 2014.