Julius Nyerere
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Tanzania |
Anv e yezh-vamm an den | Julius Kambarage Nyerere |
Anv-bihan | Julius |
Anv-familh | Nyerere |
Deiziad ganedigezh | 13 Ebr 1922 |
Lec'h ganedigezh | Butiama |
Deiziad ar marv | 14 Her 1999 |
Lec'h ar marv | Londrez |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | leukemia |
Lec'h douaridigezh | Butiama, Mara Region |
Pried | Maria Nyerere |
Kar | Bashiru Ally |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, swahileg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Karg | Prezidant Tanzania, Presidant Aozadur an unaniezh afrikan, Prime Minister of Tanganyika, Prezidant an Tanganyika, Prime Minister of Tanganyika |
Bet war ar studi e | Skol-veur Makerere, Skol-veur Dunedin, University of Fort Hare |
Strollad politikel | Tanganyika African National Union, Party of the Revolution |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | Dilennadegoù prezidant an Tanganyika e 1962 |
Relijion | Katoligiezh |
Stad ar c'hanonizasion | Servijer Doue |
Gouel | 14 a viz Here |
Brezel | brezel Ouganda–Tanzania |
Oberenn heverk | Disklêriadenn Arusha |
Luskad | Ujamaa |
Julius Kambarage Nyerere (13 Ebrel 1922 – 14 Here 1999 e Londrez) a oa ur politiker eus Tanzania. Kentañ prezidant Tanzania e voe, e penn ar vro eus 1964 da 1985.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e-touez tud hag a veve e-kichen al Lenn Victoria. Mont a reas d’ar skol da Musoma, ma reas berzh, ha mont da skol Tabora goude. Ur yalc’had a resevas evit mont d’ober e studioù da Gampala, en Ouganda e skol-veur Makerere. Echuiñ a reas e studioù eno gant un diplom kelenner.
Distreiñ a reas da skol eil derez Tabora, da gelenn bevoniezh e-pad tri bloaz. E 1949 e resevas ur yalc'had c'hoazh evit mont da Vreizh-Veur da gas e studioù pelloc'h. Bez’ e oa ar c’hentañ studier eus e vro o vont da Europa evit e studioù. Etre 1949 ha 1952 e voe studier e skol-veur Dinedin ha tapout ar reas ur vestroniezh en ekonomiezh hag en istor.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1954 e voe e-touez ar re a savas an Tanganyika African National Union (TANU). E 1960 e teuas da vezañ kentañ ministr ar vro. Goude dizalc'hidigezh Tanganyika, e voe dilennet da brezidant e 1962. E miz Ebrel 1964 e voe unanet Tanganyika haj Zanzibar da vont d’ober ur stad nevez, Tanzania.
Gant disklêriadur Arusha, e 1967, e tisplegas Nyerere petra e oa evitañ an hent da heuliañ evit e vro, hent ar "sokialouriezh afrikan". Kement-se a zlee hervezañ kas d’ur gevredigezh reizh ma vefe kevatal an dud ha ma c’hallfe ar vro emvastañ d’he ezhommoù. Evel prezidant e vro e kasas da benn meur a dra : broadelaet e voe ar bankoù hag an embregerezhioù bras, adaozet e voe reizhiad ar skolioù hag evit al labour-douar e voe savet kumuniezhoù er c’hêriadennoù, anvet Ujamaa, ma veze lakaet boutin an douaroù hag ar binvioù.
Daoust d’an diaesterioù evit lakaat armerzh Tanzania da dreiñ, e nac'has atav kas ar vro war hent ar frankizouriezh armerzhel. Reiñ a reas e zilez eus e garg a brezidant e 1985, met chom a reas e penn ar strollad CCM (Chama Cha Mapinduzi, "Kostezenn an Dispac'h" e swahileg). Daoust d’an disoc'hoù dister a voe dindan e ren evit diorren armerzh ar vro, o deus dalc'het tud Tanzania da gaout istim evit Nyerere beteek e varv e 1999. A-drugarez dezhañ ez eus bet savet ur stad demokratel e Tanzania, un dra rouez a-walc'h en Afrika d’ar mare-se, ha n'eus ket bet a vrezel diabarzh.
Asambles gant prezidant Yougoslavia, Tito, prezidant Ejipt, Naser, kentañ ministr India, Nehru, ha prezidant Indonezia, Sukarno, eo bet Julius Nyerere unan eus ar re o deus kaset war-raok mennozh Luskad ar Stadoù Disteud. A-hed e vuhez eo bet oberiant evit lakaat fin d’an apartheid e Suafrika hag evit lakaat ar peoc’h da ren e broioù Afrika.
Ur c'hristen gredus e oa Nyerere ha tost d’e galon e oa evitañ ivez difenn an natur.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù politikel troet e saozneg :
- Freedom and Unity (Uhuru na Umoja): A Selection from Writings & Speeches, 1952–1965 (Oxford University Press, 1967)
- Freedom and Socialism (Uhuru na Ujama): A Selection from Writings & Speeches, 1965–1967 (Oxford University Press, 1968)
- Freedom and Development (Uhuru Na Maendeleo): A Selection from the Writings & Speeches, 1968-73 (Oxford University Press, 1974)
- Ujamaa — Essays on Socialism (1977)
- Crusade for Liberation (1979)
Troidigezhioù lennegel e swahileg :
- Julius Kaisari, William Shakespeare - (Julius Caesar)
- Mabepari wa Venisi, William Shakespeare – (The Merchant of Venice)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Julius Nyerere: the conscience of Africa – BBC News, 14/10/1999 (en)
- Julius Nyerere, Recueil de textes introduit par Yash Tandon, éditions du CETIM, 96 pages, 2014, ISBN 978-2-88053-106-5 (fr)