Julia Mamaea
Julia Avita Mamaea (14 pe 29 Eost goude 180–235) a oa ur vaouez a renk uhel en impalaeriezh roman. Mamm e oa d'an impalaer roman Severus Alexander ha rejantez e voe en e lec'h e Roma en e vugaleaj.
Merc'h e oa d'ur senedour roman, Gaius Julius Avitus Alexianus, ha d'e bried Julia Maesa, a orin sirian o-daou. He mamm a oa merc'h d'ur beleg-meur e templ Elagabal, e kêr Ems, e Siria, ha pinvidik evel ar mor. C'hoar e oa da Julia Soæmias.
Nizez e oa da Julia Domna, a oa dimezet da Septimus Severius, a zeuas da vout impalaer e 193. Pan eas he moereb da Roma da impalaerez ez eas Julia Mamaea d'he heul, gant he mamm hag he c'hoar .
War-dro ar bloaz 200 e timezas d'un den bet konsul, nemet n'ouzer ket e anv, hag a varvas prestik.
En 217, pa voe lazhet he c'henderv, an impalaer Caracalla, hag he moereb Julia Domna prestik goude, e tistroas he mamm Julia Mæsa hag he c'hoar da Ems, ma voe anvet mab Julia Soæmias da veleg-meur an doue Elagabal.
Eno marteze e timezas d'ur magistrad ha marc'heger sirian, Marcus Julius Gessius Marcianus, ha bevañ a reas en Arca (hiriv Tell Arqa, e Liban). Genel a reas ur verc'h, Theoklia, hag ur mab, Marcus Julius Gessius Bassianus Alexianus.
Distro da Roma
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude 218 pa voe anvet he niz Bassianus da impalaer, evel Augustus, dindan an anv Elagabal, ez eas-eñ da ren da Roma gant e vamm Julia Soaemias hag e vamm-gozh Julia Maesa. Hag ar voereb Julia Mamaea d'o heul. Kontrol d'he c'hoar henañ e oa brudet Julia Mamaea da vout vertuzius, ha ne veze ket fallvrudoù warni. Sevel a reas he mab da vout impalaer Roma.