Elagabal

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Elagabal

Varius Avitus Bassianus, pe Elagabal, pe Heliogabal, ganet en Emesa er bloavezh 204, a oa un impalaer roman. Ren a reas dindan an anv Marcus Aurelius Antoninus eus ar 15 pe 16 a viz Mae 218 beket an 13 a viz Meurzh 222.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Sextus Varius Marcellus, beleg-meur an doue Baal, ha da Julia Soaemias. Kenderv bihan e oa da Garacalla ha Geta.

Savet e voe da augustus (impalaer) d'ar 15 pe 16 a viz Mae 218 gant al Legio III Gallica, a-enep Macrinus ha Diadumenianus, pa oa en oad a 14 vloaz.

Elagabal e oa ur paotr yaouank iskis, debret gant ar relijion Baal. Pa'z e zeuas da Rom, d'an 29 a viz Gwengolo 219, un delwenn-arouez an doue e oa gantañ war ur c'harr ː ur vaen du kizellet evel ur pich, Elagabal o kerzhañ a-zous, hep tennañ lagad diwarni.

Dimezet e voe yaouank-flamm da Julia Paula, ha kemer a reas da eil gwreg, a-enep al lezenn, Aquilia Severa, ur werc'hez gouestlet d'ar relijion pagan (vestalenn). He leuskel a reas, nebeut goude, evit kemer ur mignon, Zoticus, ur c'hlezeour brudet.

Sevel e reas e c'henderv Gessius Bassianus Alexianus, oajet a 13 bloaz, da caesar = eil-impalaer, dindan anv Marcus Aurelius Severus Alexander.

Evit difenn buhez he eil bugel-bihan Alexianus, ar vamm-goz Julia Moesa a laak ar bretorianed d'en em sevel a-enep Elagabal hag e vamm Julia Soaemias. O zaou a zo tapet d'an 13 Meurzh 222, dibennet, ha skoet d'an Tiber. [1]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994