Severus Alexander

Eus Wikipedia
Alexander Severus. Mirdi al Louvre

Severus Alexander a oa impalaer roman eus-talek an 13 a viz Meurzh 222 betek an 18 a viz Meurzh 235.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gessius Bassianus Alexianus a zo ganet pe d'ar Iañ a viz Here pe d'an 12 a viz Kerzu 205, e Caesarea, e Fenikia.

E dad, Gessius Marcianus, genidik eus bro Syria, e oa bet prokulatour. E vamm, Julia Mamaea, a oa c'hoar da Julia Maesa, mamm Elagabalus.

Dimezet eo bet Severus Alexander da Memmia, merc'h Sulpicius, ur patrisian. War pezhioù moneiz eo anvet Cnea Seia Herrenia Sallustua Barbia Orbiana, gant an titl augusta (impalaerez).

Gessius Bassianus Alexianus a zo advabet gant Alagabal (e c'henderv) ha savet caesar = eil-impalaer, an 10 a viz Here 221 (?).

Anvet e voe augustus (impalaer) d'an 13 a viz Meurzh 222, goude muntr Elagabalus, dindan an anv Severus Alexander. Dre ma oa yaouank, oadet a 17 vloaz, e vamm Julia Mammaea e oa adrenerez gantañ[1].

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994


  An Impalaerien roman  
Tierniezh ...
En e raok :
Elagabalus (218 - 222)
Severus Alexander
(222 - 235)
War e lerc'h :
Maximinus Iañ
235-238
Heuliad Henroma