Mont d’an endalc’had

Julia Antonia (merc'h da Lucius Caesar)

Eus Wikipedia

Julia Antonia, pe Julia Caesaris (-104 – goude -39), a oa mamm d'an triumvir Marcus Antonius.

Julia Caesaris e oa anvet pa oa ganet en 104 kent JK e Roma. Merc'h e oa d'ar c'honsul roman Lucius Julius Caesar III, kenderv a-bell da Julius Caesar. N'ouzer ket piv e oa he mamm. C'hoar e oa da Lucius Julius Caesar IV, konsul roman ivez.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure d'ar senedour roman Marcus Antonius Creticus, mab da Marcus Antonius Orator. Tri mab o doe.

E -74 e varvas he fried Marcus Antonius Creticus en Kreta ha dimezet e voe d'ur senedour all, Publius Cornelius Lentulus Sura, a gemeras perzh en Irienn Catilina hag a voe lakaet d'ar marv e -63 war urzh ar c'honsul Ciceron.

Dre ma taremprede he c'henderv Julius Caesar e sikouras he mibien da sevel er gevredigezh, ha dreist-holl Marcus Antonius, a ginnigas d'an den meur. Kement-se a reas Caesar en desped dezhañ avat rak ouzhppenn ma ne gare ket an tad ne gave ket perzhioù gwall vat er vibien kennebeut.

Diwezhatoc'h, da vare Brezel Peruggia, e kuitaas Roma war-zigarez e oa bet kaset kuit eus kêr gant Octavius: kement-se a voe dislavaret diwezhatoc'h gant an danvez-impalaer Augustus.