Mont d’an endalc’had

Jozeb Mari Graveran

Eus Wikipedia

Fazi arroud : Balizenn <ref> faziek; ret eo d'an daveennoù hep anv bezañ danvez enno

Joseph-Marie Graveran
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJoseph-Marie Kemmañ
Anv-familhGraveran Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Meu 1793 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKraozon Kemmañ
Deiziad ar marv31 Gen 1855 Kemmañ
Lec'h ar marvKemper Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherschool teacher, politiker, school teacher, beleg katolik, eskob katolik Kemmañ
Kargkannad gall, diocesan bishop Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
ConsecratorDenis Auguste Affre, Pierre-Dominique-Marcellin Bonamie, François Nicholas Madeleine Morlot Kemmañ
Prizioù resevetofiser al Lejion a Enor Kemmañ

Jozeb Mari Graveran (Joseph Marie Graveran er marilhoù-kêr), ganet e Kraozon d'ar 16 a viz 1793 ha marvet e Kemper d'an 31 a viz Genver 1855, a oa un den a Iliz, eskob ha politiker gall. Goude bezañ bet person-kanton e Brest e voe anvet da eskob Kemper. Dre ma roas e asant da implij reizhskrivadur Yann-Frañsez ar Gonideg e-barzh embannadurioù an eskopti e lakaas an doare-skrivañ-se da vezañ trec'h.

Ober a reas e e studioù e tri skolaj, e Kemper, Kastell-Paol ha Pariz. Goude bezañ beleget e 1817 ez eas da gelenner war ar matematik e Kastell-Paol, hag ez eas en-dro da Pariz d'ober studioù war an doueoniezh e Kloerdi Sant-Sulpis, e Pariz. E vailhoni a voe ken splann ma voe lakaet diouzhtu da gelenner doueoniezh e Kloerdi bras Kemper.
E parrez pobletañ an eskopti, an hini diaesañ da verañ ivez, e voe anvet da berson-kanton Sant-Loeiz e Brest e 1826. D'ar 26 a viz Mae 1840 e voe anvet da eskob Kemper ha Leon hag e reas troiadoù e pep korn eus an eskopti ma kave tu da gomz ha d'ober prezegennoù e brezhoneg.

Oberiantizoù eskob

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • F.-L.-M Maupied, Vie de Mgr. J.-M. Graveran : évêque de Quimper et Léon…, Gwened, Lamarzelle, 1856, 200 p.
  • [https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/items/show/3434 Olivier de Léseleuc de Kérouara, Oraison funèbre de Mgr. Joseph-Marie Graveran : évêque de Quimper et Léon, prononcée dans l'Eglise cathédrale de Quimper le 1er mars 1855 Collections numérisées – Diocèse de Quimper et Léon, brassellet d'an 23 a viz Gouere 2024. .
  • Chaloni Yann-Loeiz ar Floc'h, pennadig war Joseph Graveran. E-barzh Michel Lagrée (renerez), Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine. La Bretagne, Paris : Beauchesne ; Rennes : Institut culturel de Bretagne, 1990.