Joseph Kabila
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Kongo |
| Anv e yezh-vamm an den | Joseph Kabila Kabange |
| Anv-bihan | Joseph |
| Deiziad ganedigezh | 4 Mez 1971 |
| Lec'h ganedigezh | Hewa Bora |
| Tad | Laurent-Désiré Kabila |
| Breur pe c'hoar | Zoé Kabila, Jaynet Kabila, Aimée Kabila Mulengela, Gloria Mteyu |
| Pried | Olive Lembe di Sita |
| Kar | Francis Selemani |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, rwandeg, galleg, swahileg |
| Micher | politiker, milour |
| Karg | prezidant Republik Demokratel Kongo |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Makerere, Washington International University, PLA National Defence University, University of Johannesburg |
| Strollad politikel | Strollad ar bobl evit an Adsevel hag an Demokratelezh |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2011 Democratic Republic of the Congo presidential election, 2006 Democratic Republic of the Congo presidential election |
| Relijion pe kredenn | Iliz anglikan |
| Grad milourel | major jeneral |
| Prizioù resevet | Order of the Republic of Serbia, National Order of the Leopard |
D'ar 4 a viz Mezheven 1971 eo bet ganet Joseph Kabila Kabange, e Hewa Bora, e bro Fizi (Su-Kivu), ur politiker eus Republik Demokratel Kongo. Prezidant eo deuet da vezañ war-lerc'h e dad Laurent-Désiré Kabila, a voe drouklazhet d'ar 16 Genver 2001 e-kerzh Eil brezel Kongo
Gounit a reas an dilennadeg demokratel kentañ aozet er vro d'ar 27 a viz Du 2006. E penn ar Parti du Peuple pour la Reconstruction et la Démocratie (PPRD ; "Strollad ar Bobl evit an Adsevel hag an Demokratelezh", bet savet gantañ e 2002) emañ.
Addilennet e voe e 2011, daoust d'an dilennadeg bezañ bet amreizh hervez aozadurioù broadel koulz hag etrebroadel. Étienne Tshisekedi, e eneber en eil tro an dilennadeg, a nac'has anzav an disoc'h embannet ha goulenn a reas digant ar bobl mont da vanifestiñ. E 2016 ne c'hallas ket mont war ar renk evit an trede gwech ha goursezañ a resa ar votadeg sine die, o tevoudañ un enkadenn bolitikel.
Dalc'het e voe an dilennadeg prezidant e 2018 ha floderezh yoc'hek a voe tamalle. E 2019 e lezas Joseph Kabila e sez prezidantel da Félix Tshisekedi (mab Étienne) ha dont a resa da vezañ senedour a-hed buhez. Kemer a reas ivez an titl a « brezidant a enor ».
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel prezidant Republik demokratel Kongo,
- Joseph Kabila Kabange : Congolais cent pour cent Fils de Laurent Désiré Kabila et de Sifa Mahanya, deboutcongolais.info, 15 a viz Gwengolo 2006.
Prezidanted Republik Demokratel Kongo |
|||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|||||||
