Jozeb Mari Graveran
Fazi arroud : Balizenn <ref>
faziek; ret eo d'an daveennoù hep anv bezañ danvez enno
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Joseph-Marie |
Anv-familh | Graveran |
Deiziad ganedigezh | 16 Meu 1793 |
Lec'h ganedigezh | Kraozon |
Deiziad ar marv | 31 Gen 1855 |
Lec'h ar marv | Kemper |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | school teacher, politiker, school teacher, beleg katolik, eskob katolik |
Karg | kannad gall, diocesan bishop |
Lec'h labour | Pariz |
Relijion | Iliz katolik roman |
Consecrator | Denis Auguste Affre, Pierre-Dominique-Marcellin Bonamie, François Nicholas Madeleine Morlot |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor |
Jozeb Mari Graveran (Joseph Marie Graveran er marilhoù-kêr), ganet e Kraozon d'ar 16 a viz 1793 ha marvet e Kemper d'an 31 a viz Genver 1855, a oa un den a Iliz, eskob ha politiker gall. Goude bezañ bet person-kanton e Brest e voe anvet da eskob Kemper. Dre ma roas e asant da implij reizhskrivadur Yann-Frañsez ar Gonideg e-barzh embannadurioù an eskopti e lakaas an doare-skrivañ-se da vezañ trec'h.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober a reas e e studioù e tri skolaj, e Kemper, Kastell-Paol ha Pariz. Goude bezañ beleget e 1817 ez eas da gelenner war ar matematik e Kastell-Paol, hag ez eas en-dro da Pariz d'ober studioù war an doueoniezh e Kloerdi Sant-Sulpis, e Pariz. E vailhoni a voe ken splann ma voe lakaet diouzhtu da gelenner doueoniezh e Kloerdi bras Kemper.
E parrez pobletañ an eskopti, an hini diaesañ da verañ ivez, e voe anvet da berson-kanton Sant-Loeiz e Brest e 1826.
D'ar 26 a viz Mae 1840 e voe anvet da eskob Kemper ha Leon hag e reas troiadoù e pep korn eus an eskopti ma kave tu da gomz ha d'ober prezegennoù e brezhoneg.
Oberiantizoù eskob
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- F.-L.-M Maupied, Vie de Mgr. J.-M. Graveran : évêque de Quimper et Léon…, Gwened, Lamarzelle, 1856, 200 p.
- [https://bibliotheque.diocese-quimper.fr/items/show/3434 Olivier de Léseleuc de Kérouara, Oraison funèbre de Mgr. Joseph-Marie Graveran : évêque de Quimper et Léon, prononcée dans l'Eglise cathédrale de Quimper le 1er mars 1855 Collections numérisées – Diocèse de Quimper et Léon, brassellet d'an 23 a viz Gouere 2024. .
- Chaloni Yann-Loeiz ar Floc'h, pennadig war Joseph Graveran. E-barzh Michel Lagrée (renerez), Dictionnaire du monde religieux dans la France contemporaine. La Bretagne, Paris : Beauchesne ; Rennes : Institut culturel de Bretagne, 1990.