José Ramón Machado Ventura
José Ramón Machado Ventura, ganet d'ar 26 a viz Here 1930, a zo ur reveulzier hag ur politikour kuban. Bez e oa ar c'hentañ besprezidant e kuzul Stad Kuba etre 2008 ha 2013. Gant dilennadeg Raúl Castro da Brezidant Kuba d'ar 24 a viz C'hwevrer 2008, Machado a oa bet dilennet da gemer e lec'h evel kentañ besprezidant. Bez ez eo Eil sekretour Strollad Komunour Kuba abaoe 2011.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]José Ramón Machado a zo bet ganet e San Antonio de las Vueltas, e proviñs Las Villas, skoliataet e oa bet e Camajuaní ha Remedios. Medisin a vicher eo, bet diplomet en Universidad de La Habana e 1953. Machado a zo emezelet er strollad reveulzier dres goude Taol Stad Fulgencio Batista d'an 10 a viz Meurzh 1952 ha pa oa studier war ar medisinerezh c'haozh. Bet eo bet unan eus kentañ izili al luskad Movimiento 26 de Julio (M-26-7) a stourme a-enep an diktatouriezh.
Goude-se, dindan urzhioù eeun Ernesto "Che" Guevara hag a-eil Fidel Castro, bez e oa bet unan eus ar reveulzierien gentañ o stourm er guerrilla er Sierra Maestra. E 1958, e oa bet lakaet da renk a gapiten, kaset e oa bet da broviñs an Oriente dindan urzhioù Raúl Castro pa oa an emsaverien o klask digeriñ un eil talbenn. Eno e voe lakaet e-karg skourr medisinerezh ar guerrilla, sevel a reas neuze ur rouedad ospitalioù ha tiez-diskuizh efedus. Lakaet e voe da renk uhel "comandante" (ar renk uhelañ e lu emsaver Castro).