Raúl Castro

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fidel ha Raúl Castro er bloavezh 2001

Raúl Modesto Castro Ruz, ganet d'an 3 a viz Even 1931, zo ur politikour hag un dispac'her eus Kuba. Brudet eo evel breur yaouankañ Fidel Castro. Raúl Castro zo e penn nerzhioù armet Kuba (douarlu, morlu, hag aerlu). Bez eo bet kentañ sekretour poellgor kreiz Strollad Komunour Kuba (Partido Comunista de Cuba) abaoe 2011. Raúl Castro eo ar jeneral uhelañ e Kuba. Raúl Castro a oa unan eus pennoù an dispac'herien er bloavezhioù 1950. Ur wech kemeret ar galloud gant e vreur Fidel Castro, Raúl Castro a zeuas da vezañ unan eus an dud pouezusañ er strollad komunour, o vezañ penn lu ar vro e-pad 49 bloaz, etre 1959 betek 2008.