Miguel Díaz-Canel
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kuba |
| Anv e yezh-vamm an den | Miguel Díaz-Canel |
| Anv ganedigezh | Miguel Mario Díaz-Canel Bermúdez |
| Anv-bihan | Miguel, Mario |
| Anv-familh | Díaz-Canel |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Bermúdez |
| Deiziad ganedigezh | 20 Ebr 1960 |
| Lec'h ganedigezh | Santa Clara |
| Bugel | Miguel Mario Díaz-Canel Villanueva |
| Yezh vamm | spagnoleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Micher | ijinour, lecturer, politiker |
| Bet war ar studi e | University "Marta Abreu" of Las Villas |
| Lec'h labour | Santa Clara, La Habana |
| Strollad politikel | Strollad Komunour Kuba |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Perzhiad e | inauguration of Alberto Fernández |
| Luskad politikel | tu kleiz pellañ |
| Ideologiezh politikel | Komunouriezh |

Miguel Díaz-Canel ganet d'an 20 a viz Ebrel 1960, zo ur politikour kuban. 19vet prezidant Kuba eo abaoe Here 2019. A-raok e oa bet besprezidant kuzul-stad ha kuzul ministred ar vro etre 2013 betek 2018. Ezel eo bet eus Politburo Strollad Komunour Kuba abaoe 2003. Bez eo bet Ministr an deskadurezh-stad etre 2009 ha 2012; lakaet e oa bet da vesprezidant kuzul ar vinistred (bes-kentañ ministr) e 2012. Bloaz war-lerc'h, d'ar 24 a viz C'hwevrer 2013, e oa dilennet evel besprezidant penn kuzul-stad Kuba.
Dilennet e oa bet evit erlerc'hiañ Raúl Castro evel prezidant ar c'huzul-stad ha kuzul ar vinistred d'an 18 a viz Ebrel 2018. Kadoriet eo bet an devezh war-lerc'h. E-doug 40 vloaz ez eo ar c'hentañ prezidant evit Kuba ha na vefe ket un ezel eus ar familh Castro.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet eo Díaz-Canel d'an 20 a viz Ebrel 1960 e Placetas, e proviñs Villa Clara. Mab eo da Aída Bermúdez, mestrez-skol, ha Miguel Díaz-Canel, labourer er greanterezh e Santa Clara.