Josèp Salvat
Josèp Salvat (Rivèlh, 8 a viz Du 1899 – Surba, 29 a viz Kerzu 1972) a oa ur beleg, ur skrivagner hag ur yezhour okitan.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Josèp Salvat a voe ganet en ur familh labourerien-douar e Rivèlh (Aude). En okitaneg e voe desavet ha ne zeskas galleg nemet er skol. Beleget e voe e 1912, ha goude e studioù ez eas da gelenn spagnoleg e kloerdi bihan Castèlnòu d’Arri, ha goude-se okitaneg e skol-veur gatolik Toloza. EVel-se e teuas da vezañ unan eus pennoù bras an okitaneg. Adalek 1925 e voe troet gant Katalonia hag ar c'hatalaneg : kenskrivañ a rae gant beleien gatalan ha klask a rae brudañ an okitaneg e Katalonia, dre brezegennoù ha pennadoù e kelaouennoù katalanek. E 1927 e teuas da vezañ unan eus renerien ar Felibritge, sevel a reas, asambles gant Prospèr Estieu, an Escòla Occitana ha, diwezhatoc'h, ar c'h-Collègi d'Occitània (ur skol dre lizher). Klask a rae kas an okitaneg war-raok gant doareoù a bep seurt; dre e gentelioù er skol-veur, e enklaskoù hag e studiadennoù, ha dre e sarmonioù distaget en okitaneg.
E-pad Brezel diabarzh Spagn e tegemeras repuidi eus Katalonia. E-pad an Eil Brezel-bed e reas war-dro abadennoù radio okitaneg e Haute-Garonne. D'an 9 a viz Mezheven 1944 avat e voe harzet Salvat gant an Alamaned, asambles gant un toullad tud all e Toloza. Gant tri beleg all eus skol-veur gatolik Toloza e voe kaset da gamp-bac'h Neuengamme, e-kichen Hamburg. Eno e skrivas un deizlevr. Distreiñ a reas da Doloza e miz Mae 1945 hag adstagañ gant e labour kelenner en Ensavadur Katolik Toloza. E 1958 e savas ar c'hentañ pirc'hirinded okitanek da Lourd, ha graet e vez bep bloaz abaoe[1].
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gramatica occitana (1943)
- Ordo missae. Traduccion occitana (Ordinal an oferenn), Toloza (1970)
- Mon Diurnal de la Deportacion 1944-1945, embannet gant Ernest Nègre, Lo Gai Saber niv. 369-370, Gouere-Eost 1973
- ha meur a studiadenn, e galleg peurliesañ, diwar-benn skrivagnerien okitanek, evel Filadèlfa de Gèrda, August Forès pe Pèire Godolin.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pèlerinage inter-régional occitan à Lourdes, Gouere 2016