Mont d’an endalc’had

Joniged

Eus Wikipedia
Johnniged

Johnniged[1], pe Joniged[2], a veze graet eus gwerzherien ognon Bro-Leon hag a yae da Vreizh-Veur da werzhañ o zrevad, adal dibenn an XIXvet kantved betek eil lodenn an XXvet kantved. Onion Johnny pe Johnny Onion, el liester Johnnies, a vez graet anezho e saozneg. Lesanv ar Vretoned eo e Kerne-Veur.

Hervez kont, al labourer-douar Herri Olier, brezhoneger anezhañ, a voe an hini kentañ anezho o loc'hañ eus Rosko, e 1828.

Ar Joniged er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Jonig eus Rosko, Daniel Tangi, war varc'h-houarn e Llanycil d'an 23 a viz Genver 1958.

An dudenn bennañ zo ur Jonig er romant Castle Dor gant ar skrivagnerien gerneveurat Daphne du Maurier hag Arthur Quiller-Couch, un istor Tristan hag Izold hag a c'hoarvez e Kerne-Veur an XIXvet kantved. Ar skrivagner breizhat Yvon Mauffret a gont buhez ur Jonig en e romant yaouankiz Les oignons de la fortune.

Kanet eo bet ar Joniged gant meur a strollad sonerezh : Tonnerre de Brest, an Tri Yann hag an trio EDF.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (cy) Gwyn Griffiths, Y Shonis olaf, Gwasg Gomer, 1981, (ISBN 0850888646) (krafet), (ISBN 9780850888645) (keinet)
  • (cy) Gwyn Griffiths, Sioni Winwns, Llyfrau Llafar Gwlad 53 (Gwasg Carreg Gwalch, 2002) (ISBN 0863817769)
  • (en) Gwyn Griffiths, Goodbye, Johnny Onions, Dyllansow Truran, 1987
  • (en) Gwyn Griffiths, The last of the onion men, Gwasg Carreg Gwalch, 2002, [[ISBN|0863817831}}
  • (en) Daphne du Maurier & Arthur Quiller-Couch (1961), Castle Dor, Virago, 2004 (ISBN 1844080676)
  • (fr) Yvon Mauffret, Les oignons de la fortune, Rageot Jeunesse, 1989 (ISBN 2700228847)
  1. Tad Medar, Paotred an Ognon, 1986.
  2. Geriadur ar brezhoneg a-vremañ, p. 359