John R. Goldsborough
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | John, Rodgers |
| Anv-familh | Goldsborough |
| Deiziad ganedigezh | 2 Gou 1809 |
| Lec'h ganedigezh | Washington D.C. |
| Deiziad ar marv | 22 Mez 1877 |
| Lec'h ar marv | Philadelphia |
| Lec'h douaridigezh | Church of St. James the Less |
| Tad | Charles W. Goldsborough |
| Micher | ofiser |
| Grad milourel | amiral |
| Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
| Skour lu | United States Navy, Union Navy |

Ar C'hommodore John Rodgers Goldsborough, ganet d'an 2 a viz Gouhere 1809 hag aet da Anaon d'an 22 a viz Even 1877, a oa un ofiser en United States Navy. Goldsborough a oa bet degemeret er morlu e 1824 ha kaset da stourm a-enep ar vorlaeron er Mor Kreizdouar. Ur wech, pa oa e penn ur vag gant 18 martolod, en devoa taget ha prizoniet ur vag morlaeron c'hresian gant 58 den en e vourzh.
Anvet e voe da letanant e 1837 ha kemer a reas perzh el labour da sevel kartennoù eus arvor reter Stadoù-Unanet Amerika hag e 1847 e tegasas ar sistem unvan evit an holl boueoù ha merkoù mor. Implijet e vez c'hoazh an doare-se d'ober hiziv-an-deiz en SUA.
Goldsborough en doa tizhet ar renk a Gommodore e deroù ar Brezel diabarzh stadunanat e miz Ebrel 1861, e penn ur vag-dre-dan e oa, an USS Union. Er bloavezh-se, an Union a harzas meur a vag kengevreet ha distrujet e voe ar privateer York. Lakaet e voe da gabiten e 1862. E-pad ar peurrest eus ar brezel e teuas a-benn, e postoù disheñvel, da herzel muioc'h c'hoazh a vigi kengevreet.
Goude ar brezel diabarzh e oa bet o veajiñ dre ar Meurvor Atlantel, ar Meurvor Indian ha Mor Sina. E 1868 e voe lakaet e penn ar skouadrenn aziatek e-pad un nebeudig amzer. Mont a reas war e leve e 1870.