Mont d’an endalc’had

Yann II (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jean II)

Yann II oc'h adoubañ marc'heien, enlivadur eus ar XIVvet pe ar XVvet kantved, BNF

Yann II , roue Bro-C'hall, lesanvet Yann ar roue mat, a oa ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1319 e kastell roudour Maulny (Le Mans) ha marvet e Londrez d'an 8 a viz Ebrel 1364. Mab Fulub VI ha Janed Bourgogn e oa, ha roue Bro-C'hall e voe etre 1350 ha 1364.

Sakret e voe war un dro gant e eil gwreg, Janed Auvergne, e Reims d'ar 26 a viz Gwengolo 1350 .

Marc'heg kalonek e oa ar roue Yann II hogen politikour dister e oa ivez. Hejet e voe e ren gant diaestaerioù arc'hanterezh bras, gant iriennoù Charlez an Drouk, roue Navarra ha gant enkadenn an Stadoù Meur (renet gant Étienne Marcel). Ar Saozon a reas o mad eus kement-se, ha gant Edouarzh III hag e vab ar Priñs Du e voe aozet un ergerzhadenn e Lengadoc hag e Gwaskogn e 1355.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1332, da 13 vloaz, e voe dimezet da Bonne de Luxembourg e Melun. Unnek bugel o doe :

  1. Blanche (1336-1336), marvet en-bugelig ;
  2. Charles V (1337-1380), roue Bro-C'hall etre 1364 ha 1380, bugale dezhañ;
  3. Catherine (1338-1338), marvet en-bugelig ;
  4. Loeiz (1339-1384) dug Anjev dimezet da Marie de Blois-Châtillon (1345-1404), ha bugale o doe ;
  5. Jean (1340-1416) dug Berry, dimezet en 1360 da Jeanne d'Armagnac (?-1387), ha bugale o doe ;
  6. Fulup II Bourgogn (1342-1404) dug Bourgogn dimezet en 1369 Marguerite III de Flandre (1350-1405), ha bugale o doe ;
  7. Janed (1343-1373) dimezet en 1352 Charlez an Drouk, roue Navarra (1332-1387), ha bugale o doe ;
  8. Marie (1344-1404) dimezet Robert I (1344-1411), dug Bar, ha bugale o doe ;
  9. Agnès de Valois (1345-1349), marvet en-bugelig ;
  10. Marguerite (1347-1352), marvet en-bugelig ;
  11. Isabelle (1348-1372) dimezet da Gian Galeazzo Visconti (1351-1402) dug Milano, tri bugel dezho ha Valentina Visconti en o zouez.

Mervel a reas e wreg Bonne gant ar vosenn, e miz Gwengolo 1349 en abati Maubuisson.

Addimeziñ a reas Yann II e miz C'hwevrer 1350 e Kastell Sainte-Gemme (Yvelines), e Feucherolles, da Jeanne d'Auvergne (1326-1361), merc'h da Guillaume XII kont Auvergne, intañvez Fulup Bourgogn (1323-1346).

Gant Janed en doe tri bugel, marvet kenkent ha ganet :

  1. Blanche (1350-1350) ;
  2. Catherine (1352-1352) ;
  3. un fils (1354-1354).

Hervez ar c'hronikour saoz Thomas de Walsingham en dije bet ur mab bastard[1] :

  • Jean


En e raok:
Fulup VI
Roue Bro-C'hall

13501364
War e lerc'h:
Charlez V
  1. Gwelout Patrick Van Kerrebrouck, "Les Valois" - 1990.