Jean Giraud

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jean Giraud
Jean Giraud
Jean Giraud e 2008
Anv Jean Giraud
Alias Gir, Mœbius
Ganet 8 a viz Mae 1938
e Nogent-sur-Marne (Bro-C'hall)
Marvet 10 a viz Meurzh 2012
e Pariz (Bro-C'hall)
Broadelezh Bro-C'hall Bro-C'hall
Micher treser, senarier
Diplomet Skol an arzoù pleustrek
Brudet evit Blueberry, L'Incal, Le garage hermétique, Arzach, Métal Hurlant
Enorioù en holl 19 priz disheñvel : 3 friz e festival bannoù-treset Angoulême, 2 Eisner Award

Jean Henri Gaston Giraud (8 a viz Mae 1938 e Nogent-sur-Marne - 10 a viz Meurzh 2012 e Pariz[1]) a oa un treser hag ur senarier bannoù-treset. Anavezet e veze gant e anv hag ivez gant daou anv-pluenn : Mœbius ha Gir.

Gant an anvioù Jean Giraud ha Gir e krouas istorioù Blueberry, evel treser, a-gevret gant ar senarier Jean-Michel Charlier. War-lerc'h marv hemañ e kendalc'has e-unan, koulz treser ha saver istorioù. En albomoù kentañ e oa levezonet bras gant e vestr Jijé, a drese ar rummad western Jerry Spring, met tamm-ha-tamm e kavas e stil dezhañ e-unan.

Gant an anv Mœbius, kemeret gantañ en enor August Möbius hag e seizenn vrudet, ec'h ijinas bannoù-treset skiant-faltazi evel Le Garage hermétique, Arzach, pe L'Incal (hemañ diwezhañ gant Alejandro Jodorowski da senarier). Gant ar bannoù-treset-se e voe anavezet er bed a-bezh, ha priziet bras e voe e labour gant treserien comics koulz ha gant treserien manga. Disheñvel e oa stil tresañ Mœbius diouzh hini Gir avat, daoust ma c'haller gwelet mui-ouzh-mui doareoù Mœbius war zoare-tresañ Gir. E-touez krouerien an ti-embann « Les Humanoïdes Associés » e voe hag ivez e-touez krouerien ar gelaouenn Métal hurlant. Kemer perzh a reas e sevel filmoù evel Alien ivez.

Notenn[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]