Alien (film)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Alien)
Logo ar film Alien

Alien zo ur film skiant-faltazi ha spont savet e 1979 dindan renerezh Ridley Scott, diwar un istor skrivet gant Dan O'Bannon ha Ronald Shusett.

Anv zo e titl ar film eus an dudenn bennañ, ur bedallad tagus-kenañ, a c'hourdrouz pare an egorlestr Nostromo goude dinodiñ diouzh korf unan eus an astraerien. E-touez ar seizh ezel eus pare al lestr, emañ Sigourney Weaver a c'hoari Ellen Ripley, Tom Skerritt a c'hoari ar c'habiten Dallas ha Ian Holm a c'hoari an ofiser skiantour. Deuet e oa ar film-mañ er-maez d’an 12 a viz Gwengolo 1979.


Ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevell a ra istor 7 den hag ur c'hazh e-barzh un egorlestr kenwerzh o vont en-dro d'an Douar karget gant ur bern kailh houarn. Degouezhet hanter hent e resevont ur gemennadenn gevrinus deuet eus ur blanedenn dianav dezhe. Erruout a reont war ur ezplanedenn didud ha goude bezañ douaret eo tizoloont ul lestr divent a zeu eus ur bed all. An treizhad nemetañ, al levier, a hañval bezañ bet lazhet e degouezhioù iskis. Ergerzhout a reont strad al lestr hag unan eus izili ar pare a gav un doare kev leun a vioù. Kane, penn bras al lestr a glask sellet a-dost ouzh unan hag a zo taget gant ur seurt loen iskis na anavezont ket, dezhi neuz ur gevnidenn. Ret eo degas anezhañ d'al lestr, fatet, peget al loen ouzh e zremm. Medisin ar skipailh a denn al loen iskis a oa lammet ouzh dremm Kane goude un nebeud eurvezhioù. Seblantout a ra bezañ deut e-barzh. A-daol trumm e teu ul loen er-maez eus he c’hof a-greiz ur pred goude gliziennoù skrijus. Mont a ra ar c'hrouadur kuit e-barzh al lestr hep na vefe amzer da skipailh an egorlestr da vont war e lerc’h... Hemañ a lazho hogos holl izili al lestr.


Titouroù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]