August Ferdinand Möbius

Eus Wikipedia
August Möbius

August(us) Ferdinant Möbius a zo ganet d'ar 7 a viz Du 1790 e Schulpforta (Saks, Alamagn), ha marvet d'ar 24 a viz Here 1868 e Leipzig. Ur matematikour alaman hag un damkanour steredoniel a oa anezhañ.

Anavezet eo dreist-holl evit e zizoloadenn, seizenn Möbius, ur gorread nann-durc'haus daou vent dezhañ, gant ur bord hepken pa vez lakaet en ur spas euklidel 3 ment. Dizoloet e voe ivez d'an hevelep mare gant Johann Benedict Listing.

Möbius e voe an den kentañ da zegas an daveenoù homogenel e geometriezh projektivel. Arabat meskañ treuzfurmadennoù Möbius, talvoudus e geometriezh projektivel, gant an dreuzfurmadenn a zoug e anv eus teorienn an niveroù. Ar fonksion bouezus μ (fonksion μ(n)) ha formulenn amginañ Möbius a zo e-touez e zegasadennoù da deorienn an niveroù.

Carl Friedrich Gauss a voe skolaer dezhañ.

Diskennad da Martin Luther e oa dre e vamm.

Seizenn Möbius

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Der barycentrische Calcül : ein neues Hilfsmittel zur analytischen Behandlung der Geometrie, Leipzig (1827)
  • Lehrbuch der Statik, 2 Bde, Leipzig (1837)
  • Die Elemente der Mechanik des Himmels, Leipzig (1843)