Blueberry

Eus Wikipedia

Blueberry a zo titl un heuliad istorioù bannoù-treset western savet gant Jean-Michel Charlier (senario), ha Jean Giraud (tresañ, ha senario ivez war-lerc'h marv Jean-Michel Charlier). Lañset e oa bet an istorioù-se er gelaouenn Pilote er bloaz 1963. Lakaet e vez da skouer evit a sell an istorioù western gwirvoudel. Anvet e oa an heuliad "Fort Navajo" da gentañ, a-raok kemer anv an den pennañ e-barzh, al letanant Mike S. (evit "Steve") Blueberry. Ne oa ket Blueberry (= lus) e anv gwir, met un anv kuzh kemeret gantañ pa oa o tec'hout diouzh ar Su da vare Brezel an Digevredañ. Mike S. Donovan e oa, mab ur perc'henn bras sklavelour. Tremen a reas eus tu an Norzh. Ul letanant eus Marc'hegiezh ar Stadoù-Unanet eo, penn beuz, prest atav da doulladiñ, da glask kann, da c'hoari ar c'hartoù — en ur druchañ — pe da verc'heta, anez disentiñ ouzh an urzhioù a-benn kas e gefridi da benn vat.

Blueberry[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab ur perc'henn bras ha pinvidik eus ar Su eo Mike Steve Donovan. Tamallet eo bet e gaou bezañ lazhet unan bennak, ha rankout a ray tec'hel. Saveteet e vo e vuhez dezhañ gant ur morian sklav war dec'h, ha ma oa gouennelour a-raok e cheñcho e zoare diwar neuze. Mont a ra d'en em gannañ eus tu an Norzh, evel soner kleron da gentañ, evit chom hep kaout da dennañ ouzh tud e vro orin. Alies e savo a-du gant an Indianed ivez. Pa oa war dec'h e ranko cheñch anv war ar prim, pa ne ouie ket petra dibab en doa gwelet lus (Blueberry e saozneg) en-dro dezhañ, ha setu kavet gantañ e anv faos a chomo gantañ.

E penn kentañ ar rummad e oa bet roet tresoù Jean-Paul Belmondo dezhañ, ar pezh a voe dilezet war-lerc’h, dreist-holl pa ne oa ket ur mailh Gir evit reiñ pennoù tud wir d'an dud, ha ma c'hwite war e daol ur wech war ziv. A-benn ar fin eo da gentañ penn abalamour d'e fri torr ha d'e greouichennad blev du e vez anavezet al loen.

Tud all er rummad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkavet e vez alies tud all d'e heul.

  • Jim Mac Clure: ur c'hlasker aour kozh troet war ar boeson, mignon bras da Vlueberry (gwelet e vez e-barzh 10 albom).
  • Red Neck : un den hag a anavez mat an Indianed, ur mignon da Vlueberry (gwelet e vez e-barzh 10 albom).
  • Chihuahua Pearl: ur ganourez saloon (5 albom).

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a rummad disheñvel a zo bet kaset war-raok, reoù 'zo bet treset ha skrivet gant tud all. Amañ eo kinniget roll an istorioù hervez red buhez Blueberry

Yaouankiz Blueberry (1861-1864)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad bet savet goude
Titl gallek Skrid Tres Bloavezh embann anv brezhonek
1. La jeunesse de Blueberry Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1975
2. Un Yankee nommé Blueberry Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1978
3. Cavalier bleu Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1979
4. Les démons du Missouri Jean-Michel Charlier Colin Wilson 1985
5. Terreur sur le Kansas Jean-Michel Charlier Colin Wilson 1987
6. Le raid infernal J.-M. Charlier, F. Corteggiani Colin Wilson 1987
7. La poursuite impitoyable François Corteggiani Colin Wilson 1992
8. Trois hommes pour Atlanta François Corteggiani Colin Wilson 1993
9. Le prix du sang François Corteggiani Colin Wilson 1994
10. La solution Pinkerton François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 1998
11. La piste des maudits François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2000
12. Dernier train pour Washington François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2001
13. Il faut tuer Lincoln François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2003
14. Le boucher de Cincinnati François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2005
15. La sirene de Vera-Cruz François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2006
16. 100 dollars pour mourir François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2007
17. Le Sentier des larmes François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2008
18. 1276 âmes François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2009
19. Rédemption François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2010
18. Gettisburg François Corteggiani Michel Blanc-Dumont 2012

Blueberry (1867-1868)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rummad pennañ
Titl gallek Skrid Tres Bloavezh embann Titl brezhonek
1. Fort Navajo Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1965
2. Tonnerre à l'ouest Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1966
3. L'aigle solitaire Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1967
4. Le cavalier perdu Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1968
5. La piste des Navajos Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1969
6. L'homme à l'étoile d'argent Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1969
7. Le cheval de fer Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1970
8. L'homme au poing d'acier Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1970
9. La piste des Sioux Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1971
10. Général tête jaune Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1971

Marshal Blueberry (1868)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rummad kenstur
Titl gallek Skrid Tres Bloavezh embann Titl brezhonek
1. Sur ordre de Washington Jean Giraud William Vance 1991
2. Mission Shermann Jean Giraud William Vance 1993
3. Frontière sanglante Jean Giraud Michel Rouge 2000

Blueberry (1869-1881)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kendalc'h ar rummad pennañ
Titl gallek Skrid Tres Bloavezh embann Troidigezh an titl e brezhoneg
11. La mine de l'Allemand perdu Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1972 Mengleuz an Alaman kollet
12. Le spectre aux balles d'or Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1972 Spes e voledoù aour
13. Chihuahua Pearl Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1973 Chihuahua Pearl
14. L'homme qui valait 500 000 $ Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1973 An den a dalveze 500 000 $
15. Ballade pour un cercueil Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1974 Kantreadenn evit un arched
16. Le hors-la-loi Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1974 An hini e-maez-lezenn
17. Angel Face Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1975 Angel Face
18. Nez Cassé Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1980 Fri torr
19. La longue marche Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1980 An hir a gerzhadenn
20. La tribu fantôme Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1982 Ar meuriad tasmant
21. La dernière carte Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1983 Ar gartenn diwezhañ
22. Le bout de la piste Jean-Michel Charlier Jean Giraud 1986 Penn an hent
23. Arizona Love J.-M. Charlier, J. Giraud Jean Giraud 1990 Arizona Love

Mister Blueberry (1881)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kendalc'h ar rummad pennañ, gant Jean Giraud hepken koulz evit an tresañ hag ar skrivañ

Kendalc'h ar rummad pennañ
Titl gallek Skrid Tresañ Bloavezh embann Titl brezhonek
0. Apaches Jean Giraud Jean Giraud 2007
1. Mister Blueberry Jean Giraud Jean Giraud 1995
2. Ombres sur Tombstone Jean Giraud Jean Giraud 1997
3. Geronimo l'Apache Jean Giraud Jean Giraud 1999
4. OK Corral Jean Giraud Jean Giraud 2003
5. Dust Jean Giraud Jean Giraud 2005


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]