Jean-Michel Huon de Kermadec
Neuz
Jean-Michel Huon de Kermadec (Yann-Vikael Huon Kermadeg, e brezhoneg) (Boc'harzh, 12 a viz Gwengolo 1748-Kaledonia-Nevez, 6 a viz Mae 1793) a oa ur moraer breizhat en XVIIIvet kantved.
E miz Gwengolo 1791 e oa kabiten war vourzh an Espérance, unan eus listri an eilamiral Antoine Bruny d'Entrecasteaux karget gant ar roue gall Loeiz XVI da gavout Jean-François de Lapérouse.
Klask-diglask a voe graet war aod Aostralia, hag er Meurvor Habask.
Kalz anvioù zo deuet diwar anv ar moraer breizhat:
- un enezennig Huon
- an inizi Kermadeg
- Huonville
- traoñienn Huon
- ar stêr Huon
- al ledenez Huon
- ar pleg-mor Huon e Papoua Ginea-Nevez
- ar genad Kermadecia eus ar Proteaceae e Kaledonia-Nevez
- ar pin Huon
- ar gwez Metrosideros kermadecensis en inizi Kermadeg.