Jean-Jacques Pierre
Neuz
Jean-Jacques Pierre a zo ur c’hoarier mell-droad haitian ganet an 23 a viz Genver 1981, e Léogâne (Haiti). E vent a zo 1m80 hag e bouez 79 kg. Difenner eo bet e Football Klub Naoned.
Degouezhet eo e Naoned e miz Eost 2005. Ar gourdoner eus ar mare-se, Serge Le Dizet, a lakaas anezhañ a-gostez goude ar c'hrogad a-enep Strasbourg, e-lec’h m’en doa c’hoariet fall.
Ne gemeras ket perzh kenebeut er staj a-raok ar c'houlzad c’hoari 2006-07, gant c’hoarierien all forc’het, o c’hoari dindan urzhioù Michel Der Zakarian. Pa gemeras Georges Eo plas Le Dizet eo bet roet dezhañ e chañs en-dro. Chomet eo e skipailh Naoned betek 2011. Adalek 2012 en deus c'hoariet gant SM Caen.
Kluboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1994-2002: Cavaly AS (Haïti)
- 2002: Arsenal de Sarandí (Arc'hantina)
- 2003-2004: CD Morón (Arc'hantina)
- 2004-2005: CA Peñarol (Uruguay)
- 2005- 2011 : FK Naoned (Breizh)
- 2012 - : SM Caen (Bro-C'hall)