Mont d’an endalc’had

Janed Navarra (dugez Breizh)

Eus Wikipedia
Ur pennad Janed Navarra zo ivez.
Janed Navarra
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Navarra Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJuana de Navarra, Jeanne de Navarre, Joan of Navarre Kemmañ
Anv-bihanJeanne Kemmañ
Titl noblañsduchess Kemmañ
Deiziad ganedigezh1368 Kemmañ
Lec'h ganedigezhÉvreux Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gou 1437 Kemmañ
Lec'h ar marvHavering-atte-Bower Kemmañ
Lec'h douaridigezhCanterbury Cathedral Kemmañ
TadCarlos II Navarra Kemmañ
MammJaned Bro-C'hall Kemmañ
Breur pe c'hoarCharlez III Navarra, Maria di Navarra, Peter of Navarre Kemmañ
PriedHerri IV, Yann IV Kemmañ
FamilhTiegezh Évreux Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Place of detentionPevensey Castle, Leeds Castle Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargRejañs Kemmañ
Janed Navarra o kas he mab Arzhur davet bez e dad Yann IV, dug Breizh (1806) - Livadur gant Henriette Lorimier (1775-1854)

Janed Evreux, pe Janed Navarra (1370-1437), a oa dugez Breizh (1386-1399), hag a deuas da vout rouanez Bro-Saoz (1403-1413) goude dimeziñ da Herri IV (Bro-Saoz).

Merc'h e oa da Charlez, kont Evreux, anavezet ivez evel Carlos II Navarra dre ma teuas da vezañ roue Navarra, ha da Janed Bro-C'hall.

Dugez Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas e 1386 da Yann IV, dug Breizh. Nav bugel o doe :

Rouanez Bro-Saoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Yann IV, pried Janed d'an 1 a viz Du 1399. Intañvez e chomas e-pad pevar bloaz, ha rejantez e voe evit he mab Yann V a-hed ar bloavezhioù-se.

Hervez an Encyclopedia Britannica e krogas an darempred etre Janed ha Herri Bolingbroke (a deuas da vezañ Herri IV (Bro-Saoz)) pa oa o chom e lez Breizh, harluet eus Bro-Saoz. En 1403 ec'h addimezas Janed da Herri IV. Bugel ebet n'o doe, met un darempred mat he doe gant bugale pried kentañ ar roue. Alies e save a-du gant he lezvab, priñs Kembre, a-enep ar roue.

Koulskoude e voe tamallet dezhi, pa oa intañvez, en amzer ren he lezvab Herri V, da vezañ sorserez ha da glask lazhañ ar roue. Kondaonet e voe en 1419 ha bac'het pevar bloaz e kastell Pevensey e Sussex.

Goude-se e vevas sioul dindan Herri V koulz ha dindan e vab Herri VI.

Beziet e voe en Iliz-veur Canterbury e-kichen he fried ar roue Herri IV.